Loeiz XVII eo an anv roet da Loeiz Charlez Bro-C'hall[1] (Ganet d'ar 27 a viz Meurzh 1785 - marvet d'an 8 a viz Even 1795), mab Loeiz XVI, roue Bro-C'hall, dug Normandi ha daofin Bro-C'hall goude.
Hervez urzh an dierniezh e vo anavezet roue gant holl ar riegezhioù all ha gant e eontr (hag a deuio da vezañ Loeiz XVIII) goude marv Loeiz XVI, betek keloù e varv, e Prizon an Templ. Eil mab Loeiz XVI ha Marie-Antoinette e oa.
Youankiz
Louis-Charles de France a oa bet ganet e Kastell Versailhez d'ar 27 a viz Meurzh 1785. Badezet eo ar memes devezh e chapel Kastell Versailhez gant Louis René Édouard de Rohan, aluzenner meur Bro-C'hall, test eo Honoré Nicolas Brocquevielle, kure Iliz ar Werc'hez-Vari e Versailhez. Ar paeron a zo Louis Stanislas Xavier de France, a vo en dazont Loeiz XVIII ar vaeronez a zo Marie-Caroline de Lorraine, arc'hidugezh Aostria, rouanez an Div Sikilia, dre he gannadezh Elesbed Bro-C'hall, c'hoar Loeiz XVI.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Louis Charles de France e galleg