Dre ma oa eil mab ar roue Loeiz VI, war-lerc'h e vreur Fulup, ne oa ket tonket dezhañ mont da roue. Kemm a voe en e blanedenn d'an 13 a viz Here 1131 pa voe lazhet Fulup, kouezhet diwar e varc'h e kêr Bariz, abalamour d'ur pemoc'h a oa o treuziñ ar straed. Raktal goude, d'ar 25 a viz Here, e voe sakret e Reims gant ar pab Inosant II, ha kevredet gant e dad war an tron.
Ren
Brezel Champagn (1142-1144)
Meur a abeg a voe d'ar brezel-se : dilennadeg arc'heskop Bourges ha, dreist-holl, afer Raoul de Vermandois. Evit eureujiñ gant Petronille, c'hoar Eleanora Akitania, e skarzhas e wreg kentañ : Eleanora, nizez Thibaud Champagn.
Un darvoud a-bouez a c'hoarvezas e-pad brezel Champagn : 1300 den a voe devet en iliz Vitry-en-Perthois lec'h m'o doa klasket goudor. Loeiz VII hag a oa kaoz eus ar marvioù-se a chomas strafuilhet-bras diwar-se.
Ar groaziadeg
Loeiz hag Eleanora a gemeras perzh en eil groaziadeg, loc'het e miz Even 1147. Kendeuziñ a reas ar groaziadeg-se met ne voe ket klevet kalz a rebechoù ouzh Loeiz, ouzh Eleanora ne lavaran ket.
Ar brud a redas e oa bet darempredoù kuzh etre ar rouanez ha hec'h eontr Raymond Antioche.
Met trenkañ a reas ar soubenn etre an daou bried ha, d'an 21 a viz Meurzh 1152, e voe torret an dimez war zigarez e oant kendirvi (diskennidi da Roperzh II e oant o-daou).
Loeiz VII a gemeras liv glas ar Werc'hez Vari, diwallerez ar rouantelezh, da ardamez ar roue. Hervez an istorour gall Michel Pastoureau e felle d'ar roue diverkañ mezh marv e vreur lazhet gant ul loen a renk izel.