N'eus ket bet savet kalz a levrioù-studi evit mont eus ar brezhoneg d'ur yezh all. Ar skridoù deskiñ kentañ a zo bet savet gant Roparz Hemon p'en doa klasket broudañ ar vrezhonegerien da zeskiñ an esperanteg. Eus 1928 betek 1930 e stagas d'e gelaouenn lennegel Gwalarn ur stagadenn esperantek, Nord Okcidento.
Er pennad Geriadurouriezh ar brezhoneg ez eo bet renablet ar geriadurioù brezhoneg-yezh all hag ar c'hontrol.