Kleñved ar paludoù pe Malaria (diwar an italianeg : mal'aria, « aer fall ») a zo ur pore hag ur c'hleñved-red drastus abalamour da arvevaded. Pakañ a reer ar malaria pa zeu an arvevaded er gwad. Ur poreadur marvel zo graet gante betek lazhañ miliadoù a dud bep bloaz ( 207 million a dud klañv ha 627 000 aet da anaon er bloavezh 2012).
Kaozioù kleñved ar paludoù
Protozoaned anvet Plasmodium eo an arvevaded hag a zo kaoz eus ar malaria. Bevedegoù gant ur gellig eo ar protozoaned ; disheñvel int ouzh ar bakteri a zo bihanoc'h hag eeunoc'h.
E-pad pell e oa bet soñjet e tegouezhe ar c'hleñved abalamour da aer fall ar gwernioù hag an dour ha setu perak e oa bet anvet Malaria (diwar an italianeg : mal'aria, « aer fall »).
D'ar 6 a viz Du 1880 e ospital soudard Constantine (Aljeria C'hall), ur medisin soudard el lu Gall, Alphonse Laveran, en deus dizoloet ar c'hleñved. Bet en deus bet ur priz Nobel korfadurezh pe medisinerezh er bloavezh 1907.
Er bloavezh 1897 Ronald Ross ur medisin Saoz (Priz Nobel e 1902) a brou e teu kleñved ar paludoù pe Malaria dre ar moustik ha n'eo ket dre an aer lous.
Kontammerezh
Ar Malaria pe kleñved ar paludoù a vez degaset etrezek Mab-Den dre flemmadennoù ar moustik[1]
Arouezioù ar c'hleñved
Pa vez tapet unan bennak gant kleñved ar paludoù e teu war wel arouezioù evel[2]: