Karl Dönitz en doa kroget evel martolod brezel e Kaiserliche Marine Alamagn a-raok ar C'hentañ Brezel-bed.
E 1918, pa oa kabiten al lestr-splujUB-68, e voe rediet gant ar morlusaoz da ouelediñ e lestr ha prizoniet e voe.
E-kerzh e amzer er c'hamp prizonidi brezel ez embannas e vennozhioù kadoniezhel evit ar morlu, ar pezh a voe anvet goude-se Rudeltaktik ("kadoniezh a-vandoù", brudetoc'h evel "bagad bleizi", Wolfpack e saozneg).
Pa grogas an Eil Brezel-bed e oa pennofiser listri-spluj ar C'hriegsmarine. E miz Genver 1943 e tizhas ar renk a Großadmiral ("amiral meur"). Kemer a reas post an amiral meur Erich Raeder evel penn uhelañ morlu an Trede Reich.
Testamant Hitler (pajenn 7) a lakae Dönitz da hêr Hitler evel prezidant Alamagn.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!