"Cortejo del bautizo del Príncipe Don Juan, hijo de los Reyes Católicos, por las calles de Sevilla", gant Francisco Pradilla Ortiz , e 1910 .
Educació del príncep Joan gant Salvador Martínez Cubells , e 1877.
Juan Aragon ha Kastilha , pe Joan d'Aragó e katalaneg, pe Juan de Aragón y Castilla pe Juan de Trastámara y Trastámara e kastilhaneg, ganet e 1478 ha marvet da naontek vloaz e 1497, a oa priñs Asturiez , da lavarout eo priñs pennhêr kurunennoù an div rouantelezh, hini Aragon ha hini Kastilha .
Ur vuhez verr
Mab e oa da Fernando II Aragon ha da Izabel ar Gatolikez , rouanez Kastilha ; o eil bugel e oa war-lerc'h e c'hoar henañ, an infantez Isabel (1470-1498). Priñs Asturiez e voe anvet kenkent ha ganet, ha priñs Girona goude marv e dad-kozh Joan II Aragon e 1479 .
E 1497 e oa tost naontek vloaz e miz Ebrel pa voe dimezet en iliz-veur Burgos da Marc'harid Aostria (1480-1530) , merc'h d'an Impalaer Santel Masimilian Iañ (1459-1519).
C'hwec'h miz goude an eured , d'ar 4 a viz Here , e varvas e Salamanca gant an droug-skevent , p'edo war e hent da eured e c'hoar.
Goude e varv
E c'hoar Isabel a voe anvet da briñsez Asturiez ha Gerona.
Addimeziñ a reas e intañvez yaouank seitek vloaz.