E miz Genver 2010 e oa annezet Sevilla gant 704 198 annezad hag en tolpad-kêrioù e oa 1,5 milion a dud.
Anv
Spal eo an anv koshañ a anavezer evit Sevilla. Da vare ar Romaned e voe latinekaet an anv-se ha mont a reas da Hispalis. Goude aloubaegoù an Omeyaded e voe arabekaet e Išbīlīya (Arabeg: إشبيلية). Mont a reas goude da vezañ Chbilya, ha goude Sevilla e spagnoleg.
Monumantoù ha traoù heverk
Pont Alamillo
Sternaoter an Iliz-veur
Ur sell war plasenn an trec'h
An Alcázar
Tud brudet
sant Izidor, eskob Sevilla e 601, marvet e 636. Bet ganet marteze e Cartagena. Skrivagner hag istorour.