Edmund John Millington Synge, ganet d'ar 16 a viz Ebrel1871 e Ráth Fearnáin ha marvet d'ar 24 a viz Meurzh1909 e Dulenn d'an oad a 37 vloaz, a oa ur skrivagner eus Iwerzhon (pezhioù-c'hoari, barzhonegoù, komz-plaen...), hag un dastumer danvez-pobl (lennegezh komzet, kredennoù...). Unan eus tud heverkañ azginivelezh lennegel Iwerzhon eo hag unan eus kensaverien an Abbey Theatre (C'hoariva an Abati). Daoust ma oa e dud a orin saoz hag anglikan e voe dedennet-bras gant buhez ar beizanted katolik pa soñje gantañ o doa miret ar gwellañ paganelezh ar bed kozh.