Jardin Georges Delaselle a zo ul liorzh ar broioù tomm lec'hiet war enez Vaz e Penn ar Bed. Digoret eo d'an dud o defe c'hoant e weladenniñ.
Krouet eo bet al liorzh etre 1898 ha 1918 gant ar parizian Georges Albert Delaselle (1861-1944), hag en doa prenet douaroù kement e plije dezhañ an enezenn. Graet en deus war dro furchadegoù war enezenn Vaz.
Un dastumad vrav a blant eus ar broioù tomm en deus savet war al lec'h. Met e 1937 e rankas gwerzhañ e zouaroù. Adaozet e vo an dachenn e 1957 evit dont da vezañ ur c'hamp vakañsiñ. E-pad tregont vloaz ne vo ket graet war-dro al liorzh. E 1987 eo bet adprenet hag eo bet kroget, gant tud a volontez vat, al labour da lakaat anezhañ en ur stad vat en-dro. Ne vo nemet e 1991 e c'hello kregiñ ur gwir labour efedus hag arc'hantaet pa vo roet ar priz "Chef d’œuvre en péril" d'al liorzh.
An aozadurioù hep pal arc'hantel Conservatoire de l'Espace Littoral et des Rivages Lacustres o deus kroget e 1997 da verañ al liorzh.
Hiziv an deiz eo muioc'h eget 2.000 spesad plant, rummadoù gwez palm pe fleur pik. An div drederenn a zo o tont eus an hantervoul su, eus Chili, Afrika ar Su, Aostralia pe c'hoazh Zeland-Nevez.
El liorzh e chom ivez dek bez eus oadvezh an Arem.
Denis Clavreul, Le jardin de l'île de Batz: Histoire illustrée du jardin exotique de Batz créé par Georges Delaselle, Paris : Gallimard, 2008. ISBN 9782742420216.
Richard Reymann, Île de Batz: Jardin Georges Delaselle, Actes Sud/Editions locales de France.