Jane Seymour, Jane Seymour (1509-1537), Jane Seymour (c.1509 –1537) (after 1536 original), Jane Seymour (c.1509 –1537) (after 1536 original)
Jane Seymour, ganet war-dro 1508, marvet d'ar 24 a viz Here 1537, a oa trede pried ar roue saoz Herri VIII goude marv Anne Boleyn, dibennet e 1536.
Dimezell e oa gant Catherine of Aragon, ha goude gant Anne Boleyn. Embannet e voe ar promesa-eured d'an 20 a viz Mae 1536, en deiz war-lerc'h ma voe dibennet Anne Boleyn, ha graet e voe an eured dek deiz goude. Anvet e voe da rouanez, en ofisiel, d'ar 4 a viz Even. Ne voe ket kurunennet avat rak d'ar c'houlz-se edo ar vosenn oc'h ober he reuz e kêr Londrez.
Ur mab a roas d'ar roue, Edouarzh VI. Mervel a reas prestik goude.
Tri bloaz goude marv Jane ec'h addimezas ar roue da Anna von Jülich-Kleve-Berg, ne badas o friedelezh nemet un nebeud mizioù, rak torret e voe buan.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!