Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
gounezerezh
gennad ekonomikel, tachenn obererezh
Iskevrennad eus
agriculture and forestry
Rann eus
primary sector of the economy, food system
Raklec'hiet gant
gathering
Deiziad kregiñ
8. millennium BCE
Efed
digoadadur
Studiet gant
agronomy
Istor
history of agriculture
Sant paeron
Isidore the Laborer
A implij
arable land, fresh water
Classification of Instructional Programs code
01.0000, 01.00, 01
ID en Thesaurus NCI
C16270
Earliest date
15. millennium BCE
Ar gounezerezh pe al labour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk en douar.
Gerdarzh
Dont a ra ar ger eus ar verb gounit, a vez implijet amañ en ur ster strishoc'h pa vez kaoz eus tennañ frouezh eus an douar. Kenster eo gant labour-douar, a zo diaesoc'h sevel deveradoù diwarnañ. Gwelet ivez ar pennad Istor ar gounezerezh.
An dud
Gounideien ha kouerien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudoù a bep seurt o deus bet hag o deus bremañ. Ur roll a-bouez o deus bet en istor ar Bed abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh e Oadvezh ar Maen nevez (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutañ. Ral eo bet ar mareoù hag ar gevredigezhioù o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douaroù hag o doareoù produiñ. Sklaved int bet e-leizh en Henamzer, served e derou ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg ha betek 1861 e Rusia, feurmerien int d'an aliesañ (da lavaret eo e paeont ur feurm d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhioù a-vremañ n'eo ket perc'hennet an douaroù gant an dud, met gant kumuniezh ar gêriadenn (kumunouriezh ar gounezerezh). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennoù an douar da vezañ labouret warno gant pep familh.
An danvezioù gounezet
A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñ boued evit an dud hag o loened hag alies e vez merzet ne vije ket eus an Denelezh ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a loen bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ o laezh pe o vioù pe o mel. Da-c'houde eo bet ijinet gounit plant evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez. Ar vagerien-loened a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar. E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet (gwiad, livadenn, danvezioù sevel-tiez (ar feltr evit sevel lochennoù), danvezioù kimiek, trelosk). Atav ivez ez eus bet klasket gounit louzoù mat evit pareañ kleñvedoù goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.
Meur a seurt gounezerezh
Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, ar gwenanerezh (sevel ar gwenan) evit tennann o mel hag un obererezh nebeut kozh, ar vagerezh-pesked (en dourioù dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, ar gounezerezh-mor (nevez evit magañ ar pesked, met kozh evit gounit ar c'hregin).
A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduiñ prenn, koad-losk, glaou-koad ha gouzer. Ar c'hoadgounezerezh eo.