Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Category:Wikipedia categories named after World Heritage Sites
Rummad evit ar c'hartennoù
Category:Maps of World Heritage Sites
E 1972 e tivizas Emvod meur ABU ma vije savet roll ar Glad bedel, ennañ lec'hiadoù ha gweledvaoù arouezel eus ar bed. Fiziet eo bet en Unesco klask anezho ha kempenn ar roll.
Klaska ra izili UNESCO ober a seurt ma vefe kempouez an traoù etre kevandirioù evit a sell ouzh lec'hiañ ar glad bedel. Er penn-kentañ e veze lakaet Europa war-wel dreist-holl. Gwir eoc 'hoazh, nemet ez eo deuet kempouesoc'h an traoù bremañ ma tegemer lec'hiennoù naturel dreistordinal. Hiziv an deiz (2012) ez eus 961 lec'h war ar roll, dasparzhet int etre 157 Stad : 745 anezho a denn d'ar sevenadur, 187 anezho a denn d'an natur, ha 29 anezho a zo kemmesk (sevenadur ha natur). A-fet douaroniezh ez int dasparzhet e pemp tiriad : Afrika issahara, Stadoù arab (Norzhafrika ha Reter-Nesañ), Azia ha Habask (gant Aostralia hag Okeania), Europa ha Norzhamerika (Stadoù-Unanet ha Kanada), hag Amerika latin (gant Mec'hiko hag ar C'harib).
↑ 1,0 ha1,1Ul lec'h treuzrannvro eo Lenn Ubs Nuur (Mongolia, Kevredad Rusia), lec'hiet etre Europa hag Azia-Habask hervez renkadur Unesco. Amañ ez eo lakaet e tachenn Azia-Habask.