Fulup ne oa nemet 7 vloaz pa varvas e dad. Ar wech kentañ e oa d'al lignez kapesian plediñ gant kudenn minorelezh o roue. Eüruzamant evito e oa bet sakret Fulup e 1059 e Reims, dirak pennoù uhel ar vro : duged Bourgogn hag Akitania, konted Flandrez hag Anjev. Ne vanke nemet dug Normandi hag a oa o vrezeliñ ouzh Herri Iañ d'ar mare-se.
Ar rejañs a voe sevenet gant Baudouin, kont Flandrez. Asambles gantañ e oa ivez Gervais, arc'heskop Reims, ha Raoul de Crépy, eil pried Anna Kyiv, evit ober war-dro ar roue yaouank.
E 1066 pe 1067 e teuas Fulup da vezañ marc'heg, hag diwar-se barrek da ren en e-unan.
Ren
Livet eo Fulup Iañ gant dezrevellerien e amzer evel un den tev, troet war ar boued hag ar plijadurezhioù dre vras. Ret eo diwall gant ar skeudenn-se dre ma oa bet livet gant kloareien levezonet gant an tabutoù etre ar roue hag an Iliz.
Dindan e ren e voe brasaet domani roue Bro-C'hall. Evit-se e voe graet gant an diplomatiezh hag an arc'hant kentoc'h eget gant ar brezel (Bourges, da skouer, a vo prenet gantañ e 1101).
Fulup Iañ a gemeras perzh en tabut a savas etre daou hêr Baudouin, kont Flandrez : Arnoul ha Roperzh. An trec'h a yeas gant Roperzh ha Fulup a euredas gant e verc'h-kaer, Bertha Holland.
Gwilherm an Alouber, dug Normandi, a oa deuet da vezañ roue Bro-Saoz ha diwar-se galloudusoc'h eget Fulup Iañ. Emgannoù a voe etre an daou roue a-hed o ren, evel sez Dol e 1076.
Lakaat a reas e vab Loeiz da ren gantañ adalek fin ar c'hantved.
Argas a reas e wreg Bertha Holland hag he doa ganet daou vugel.
Skrapañ a reas neuze Bertrada Montfort, gwreg Foulk IV kont Anjev, hag eurediñ ganti, daoust dezho o-daou bezañ dimezet c'hoazh. Tud a Iliz a savas a-enep an eured hag eskumunuget e voe Fulup.
E 1096, ar pab Urban II a lak berzh war ar rouantelezh, da lâret eo en em gav pinijennet an annezidi en abeg d'ar roue dres d'ar mare ma krog ar groaziadeg kentañ.
Jeu a zalc'ho etre ar pab hag ar roue met Bertrada a chomo gant Fulup betek fin e ren.