School of St. Thomas Aquinas of the Piarist Schools of Zaragoza, Real Academia de Nobles y Bellas Artes de San Luis, Royal Academy of Fine Arts of San Fernando
Studier
Antonio de Brugada, Agustín Esteve, Luis Gil y Ranz, Maria del Rosario Weiss
Mab e oa da Gracia Lucientes († 1785) ha da José de Goya († 1781). E dad a oa alaourer e Zaragoza ha labourat a rae evit chalonied iliz-veur ar Pilar. E Zaragoza e tremenas e vugaleaj.
Gant e dad ha gant e genlabourerien e teskas elfennoù kentañ e vicher da zont. Degemeret e voe en akademiezh-tresañ José Luzán e Zaragoza e 1759 hag eno e chomas betek 1763.
E 1770 e veajas da Italia.
Gant Bourboned Spagn
Mont a reas da Vadrid da vevañ diwezhatoc'h pa'z eas da livour ofisiel al lez dindan ren Carlos IV. Eno e chomas etre 1775 ha 1819 .
En Mae 1823 e teuas arme dug Angoulême, ar Cien Mil Hijos de San Luis gouez d'ar Spagnoled, da gemer kêr Madrid evit adsevel monarkiezh diharz Fernando VII.
La maja desnuda, "Ar bompinell noazh", oberenn savet etre 1790 ha 1800, a oa bet goulennet, a greder, gant Manuel Godoy, rak gouzout a ouzer e oant en ur c'habined en e di.
En div daolenn e weler ur vaouez en he gourvez war ur gwele o sellout ouzh an arvester. N'eo ket ur vaouez eus ar vitologiezh, unan wir eus amzer Goya a veze graet la Gitana anezhi eo. E La maja desnuda eo marteze awenet gant korf dugez Alba. Lavaret ez eus bet ivez e c'halle bezañ serc'h Godoy, Pepita Tudó.
Goude an trouz a savas e Spagn abalamour d'ar maja desnuda e nac'has Goya he gwiskañ, ha gwelloc'h e kavas livañ unan all : ar maja vestida, "ar bompinell wisket".