Dre ar feur-emglev-se e voe lakaet un termen da vrezel-hêrezh Jülich ha d'an emgannoù etre Wolfgang Wilhelm ha Johann Sigismund. Er feur-emglev e voe roet broioù Jülich, Berg ha Ravenstein da Wolfgang Wilhelm. Broioù Kleve-Mark ha Ravensberg a voe roet da Johann Sigismund. Ar re-se e voe ar re gentañ e-touez ar broioù tost d'ar Roen a voe perc'hennet gant an tiegezh Hohenzollern ; diwarno e voe savet Rheinprovinz diwezhatoc'h[1].
Hayden, Michael J. Continuity in the France of Henry IV and Louis XIII: French Foreign Policy, 1598-1615. Journal of Modern History, Vol. 45, No. 1 (March 1973), pp. 1-23.