D'ar 24 a viz C'hwevrer 1525 en em gannas en Pavia, hag eñ an hini a en em gavas e penn an arme c'hall goude tapet ar roue gant e enebourien. Kas a reas an arme en-dro da Vro-C'hall goude ar faezhadenn. Yac'h ha dibistig e oa, ha tamallet e voe dezhañ bezañ laosket ar roue en emgann.
E varv
Gant ar glac'har hag ar vezh, a-hervez, e klañvas hag e varvas. Bugel ebet n'en doa.
Mont a reas e vadoù gant e intañvez, diwar-goust e c'hoar Françoise d'Alençon.