Ar Chapel Sistina (latin: Sacellum Sixtinum; italianeg: Cappella Sistina) zo ur chapel e Keoded ar Vatikan. Dont a ra hec'h anv eus hini ar pabSikstus IV, a roas gourc'hemenn d'he sevel.
Adal 1368 e kaver roud er skridoù eus ur chapel gozh anvet Capella Magna e latin ("Chapel Veur") ma veze bodet lez ar bibien[1].
Dilezet e voe ar Chapel Veur a-hed marevezh pabelezh Avinhon (1309-1418). Dismantroù a oa anezhi pa zistroas ar pab da Roma e 1455, setu e voe annezet ur chapel all anvet Capella Parva ma veze "Heol ar Sakramant" war ziskouez.[2]
Gant ar pab Sikstus IV e 1475 e voe gourc'hemennet ma vije kempennet ar Chapel Veur.
Den ne oar piv e voe an disavourion a voe karget eus al labour[2] ; soñjal a reer e tibabjont adsevel ar chapel gozh hervez mentoù azeuldi Salomon evel m'emaint er Bibl, an disoc'h o vout un hirder a 40,92 m, ul ledander a 13,41 m hag un uhelder a 20,69 m.
Er bloavezh 1477 e krogas al labourioù, hag e 1477 e voe echuet adsevel ar Chapel Veur.
Kreñvaet eo bet ar chapel diwar gourc'hemenn ar pab Sikstus IV, a-benn ma vije gouest da zelc'her penn ouzh enebourien ar babelezh hag ar gristeniezh : Republik Firenze hag an Durked da gentañ penn[3]. N'eus dor ebet da vont enni dre an diavaez.
Goloet a vrikennoù eo ar savadur, hag ur volz vañsonet zo bet savet evit erlec'hiañ ouzh an hini gozh a oa e prenn.
Div rann zo er chapel, ha daou live, daouzek prenestr o tegas gouloù dre gostezioù an estaj uhelañ.
E 1481 ha 1482 e voe kinklet diabarzh ar chapel gant gwellañ arzourien ar mare, o tont eus Firenze, Perugia pe c'hoazh Siena ha Pisa.
D'ar 15 a viz Eost 1485 e voe kensakret ar chapel gant ar pab, hag adalek deroù ar XVIvet kantved e voe bodet ar gardinaled enni a-nevez.[2].
Diabarzh ar Chapel Sistina
War a voger bellañ emañ Ar Varn Diwezhañ, ar freskenn bet livet gant Michelangelo Buonarotti
An tu all
Notennoù
↑DE VECCHI Pierluigi, La Cappella Sistina, 1996, Rizzoli, ISBN : 978-88-17-25003-0. (it)
↑ 2,02,1 ha2,2GUIGNOUX Sabine, Au cœur de la chapelle Sixtine, La Croix(fr)