Un divc'hrafenn latin eo Ch, ch, implijet evit skrivañ meur a son kensonennel hervez ar yezhoù:
Distagadur
- E brezhoneg, portugaleg ha galleg e vez distaget [ʃ];
- E spagnoleg ha saozneg e vez distaget [tʃ];
- En italianeg e vez implijet dirak -i hag -e evit diskouez e rank ar c bezañ distaget [k] ha n'eo ket [[tʃ];
- En iwerzhoneg, kembraeg ha meur a yezh slavek, evel da skouer an tchekeg, e vez distaget [x]
- En alamaneg e vez distaget e daou zoare :
- [ç] goude vogalennoù a-raok ha kensonennoù,
- ha [x] goude vogalennoù a-dreñv.
Spagnoleg
Betek 1994 e oa ch ul lizherenn eus al lizherenneg spagnolek er geriadurioù. Abaoe ar bloaz-se n'eo ket ken, er geriadurioù nevez: renket eo e-barzh pajennoù al lizherenn c. .
Pennadoù kar