Ar Brezel etre Rusia ha Turkia a c'hoarvezas e 1877 ha 1878 a oa ur brezel etre div impalaeriezh, an Impalaeriezh otoman en un tu, hag Impalaeriezh Rusia en tu all, gant he harperezed, Roumania, Serbia ha Montenegro. Hennezh eo ar brezel kentañ ma voe gwelet stadoù bodet en anv an hollslavelezh, gant Rusia karget da zieubiñ ar pobloù slav chomet dindan yev Turkia evit sevel ur c'hengevredad hollslav;
Brezel a reas Rusia war daou dalbenn: er C'haokaz hag er Balkanoù.
En Mezheven 1877 ez eas an arme rus, ha bagadoù rouman d'o heul, da dreizhañ an Danav. Treuziñ a eurejont hanternoz Bulgaria ha chom sac'het en odeoù ar Balkanoù (en ode Chipka da skouer) dirak an Otomaned. E-keit-se ez eas ar Roumaned, gant skoazell Bulgared, da lakaat seziz war gêr Plevna a oa dalc'het gant Osman Pacha, a rankas kodianañ d'ar 7 a viz Kerzu.
Neuze e oa digor an hent d'ar Rused : adal Genver 1878 e tegouezhjont e plaenenn Trakia, hag int neuze da gerzhout war-du Konstantinopolis. D'an 19 a viz Genver e c'houlennas an Durked un ehan-brezel.