Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a oa ur brezel graet gant pobl an Izelvroioù, Belgia, Luksembourg, ha hanternoz Bro-C'hall, a-enep d'ar Spagnoled eus 1568 (emgann Heiligerlee) da 1648 (feur-emglev Westfalen), war-bouez un arsav-brezel a badas dek vloaz, eus 1609 da 1621. Emsavadeg an Izelvroioù, pe emsavadeg ar gorkerien a vez graet anezhañ ivez.
War-lerc'h an emsavadeg e voe gounezet o dizalc'hiezh gant seizh proviñs an hanternoz, a voe anvet ar Proviñsoù-Unanet, hag anavezet e 1581 gant Akta Den Haag ha gant ur feur-emglev sinet e 1648 ouzhpenn feur-emglev Westfalen.
E-kerzh ren Karl V e voe kaset frankizioù ekonomikel an Izelvroioù spagnol da netra.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!