Chairman of the Central Military Commission of the People's Republic of China, Chairman of the Central Military Commission of the Chinese Communist Party
Arme Dieubidigezh Pobl Sina (sinaeg: 中国人民解放军, pinyin: Zhōngguó Rénmín Jiěfàng Jūn) anvet da gentañ Arme Ruz Sina, eo nerzh lu milourel Republik Sina hag ar strollad komunour sinaat. Arme Dieubidigezh Pobl Sina a zo rannet e pemp skourr: an douarlu, ar morlu, an aerlu, ar banner roketennoù hag an nerzh harp strategiel. An unvezioù ledet dre ar vro a zo suj da unan eus ar pemp tachenn strategel. Arme Dieubidigezh Pobl Sina ezo an nerzh milourel brasañ a-fed niver a soudarded dre ar bed hag an eil a-fed ar budjed.
Unan eus an armeoù o vodernaat ar buanañ eo er bed gant galluster da zont da vezañ un nerzh milourel bras, gant nerzhioù difenn lec'hel kreñv met ivez nerzhioù kas. Sina eo an trede ezporzhier armoù er bed.
Gwareziñ riegezh Sina, anterinded an tiriad, ar surentezh diabarzh evit kenderc'hel an dioroadur vroadel
Difenn interestoù broadel Sina
Difenn ar peoc'h dre ar bed
Istor
Eil brezel etre Sina ha Japan
Krouet e oa bet Arme Dieubidigezh Pobl Sina d'ar 1añ a viz Eost1927 e-pad Emsavadeg Nanchan pa oa bet soudarded eus ar C'huomintang (KMT) o emsevel a-dreñv Zhu De, He Long, Ye Jianying ha Zhou Enlai goude lazhadeg ar gomunisted gant Tchang Kai-chek. Graet e oa bet anezho Arme Ruz al labourien ha peizanted sinaat, pe simploc'h an Arme Ruz. Etre 1934 ha 1935, an Arme Ruz a oa deuet a-benn da zreistbevañ en desped da gampagnoù brezel lies kaset gant Tchang Kai-chek a-enep dezhi.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!