Gant ar gefridi Apollo 11 (16 a viz Gouhere1969 – 24 a viz Gouhere1969) ez a an dud war al Loar evit ar wech kentañ. Goude bezañ pradet war Mor ar Sioulded, setu ma tiskenn Neil Armstrong ha ma lavar e frazenn vrudet “That's one small step for [a] man; one giant leap for mankind” (ur paz bihan eo evit un den, met ur paz ramz evit an denelezh). Kement-se a c'hoarvezas d'an 21 a viz Gouhere. Buzz Aldrin a ziskenno war e lerc'h. N'int chomet er-maez eus ar modul-loar nemet 2 eurvezh hanter. Michael Collins, an trede den eus ar skipailh, a oa-eñ chomet er glozenn Apollo o kelc'htreiñ en-dro d'al Loar e-keit-se.