Antoine Lavoisier

Antoine Lavoisier

Antoine Lavoisier, pe Antoine-Laurent Lavoisier, a voe ganet d'ar 26 a viz Eost 1743 e Pariz, e Bro-C'hall, ha dic'houzouget d'an 8 a viz Mae 1794 e Pariz. Bet eo bet kimiour, prederour, armerzhour. Gantañ eo bet graet ar c'hentañ danevell war mirerezh an danvez. Gantañ eo bet anvet an oksigen hag an hidrogen e 1778. Lavaret e vez eus Lavoisier eo tad ar gimiezh vodern.

Adalek 1768 eo bet ezel eus an Académie des Sciences. Unan eus e zizoloadennoù pouezusañ eo an hini diwar-benn al loskadur, ha lavaret en deus e oa liammet al leskiñ gant an oksigen, hag o doa ezhomm ar plant hag al loened ivez da alanañ, hag e oa liammet ar merglañ gant an oksigen. Anvet en deus hidrogen an “aer loskus” kavet gant Henry Cavendish, an hidrogen, ha kavet, da-heul Joseph Priestley e ra glizh an hidrogen gant an oksigen, hag ar glizh-se a zo dour.

Lakaet da dreitour gant an dispac'herien, ez eo dibennet d'an oad a 50 vloaz. Goulennet en doa ur goursez evit gallout echuiñ gant un enklask. Ar pezh a voe nac'het outañ. «Ar Republik n'he deus ket ezhomm eus gouizieien pe kimiourien» eme Prezidant an Tribunal.

Dispac'h gall (1789-1794)

Bez eo unan eus an tri komiser an arc'hant e-kerzh ar Goñvañsion, karget gant un neveziadur eus sistem an tailhoù pa darzh ar Spont bras. Evit l'Ami du peuple ez eo un trafikour daonet butun brein dre ma oa renket fall. Kondaonet eo d'ar marv, pemp miz goude e harzadenn, d'ar 5 a viz Mae 1794, en desped d'un difennerezh kalonek gant Jean Noël Hallé kenlabourer dezhañ.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!