Skarzhet e voe ar Saozon hag Izelvroiz gant Portugaliz. Bro-C'hall a lavaras bezañ perc'henn d'an douaroù, reizhet e voe an afer gant feur-emglev Utrecht e 1713, a spisae an harzoù etre Gwiana ha Brazil. Hervez tud Brazil ne voe ket doujet d'ar feur-emglev gant ar C'hallaoued.