Alc'hweder sant Pêr
An alc'hweder sant Pêr [ 1] (liester : alc'hwedered sant Pêr )[ 2] , pe alc'hweder-sant-Pêr [ 3] , a zo ur spesad golvaneged bihan, brudet evit e gan, Alauda arvensis an anv skiantel anezhañ.
An anv
Dont a ra e anv skiantel eus ar galianeg alauda "alc'hweder" dre al latin ălauda hag eus an anv-gwan latin arvēnsis a dalv kement hag "er parkeier".
E-barzh Geriadur ar brezhoneg a-vremañ (Skol Vreizh , 2000 , pajenn 796a) e skriv Frañsez Favereau e reer LAPOUSS/-S (PE EVN) SANT PER eus ar spesad alc'hwedered -mañ peurvuiañ.
Savet eo bet an anv boutin brezhonek alc'hweder sant Pêr o veskañ daou anv poblek.
Ul labous brudet eo e Breizh . Ec'hweder zo un adstumm d'an anv, hag Eveder zo un adstumm all, deuet da vout anv-tiegezh. Labous Sant-Pêr zo un anv boas ivez, savet diwar ur vojenn : nijet e vefe an evn betek ar baradoz.
Doareoù pennañ
A. a. japonica , luc'hskeudennet e Japan .
Boued
Annez hag isspesadoù
██ Bezant, o ouennañ
██ Bezant, o chom
██ Bezañ, o tremen
██ Bezant, hep gouennañ
██ Bezant, degaset
██ A vefe aet da get ha degaset en-dro
Ar spesad a gaver an unnek isspesad [ 4] anezhañ :
Alauda arvensis armenica , eus gevred Turkia da Iran ,
A. a. arvensis , e hanternoz, kornôg ha kreiz Europa ,
A. a. cantarella , e kreisteiz Europa eus biz Spagn da dTurkia hag ar C'haokaz ,
A. a. dulcivox , Hume , 1872 , eus gevred lodenn Europa eus Rusia ha kornôg Siberia da walarn Sina ha mervent Mongolia ,
A. a. harterti , e gwalarn Afrika ,
A. a. intermedia , eus hanternoz-kreiz Siberia da viz Sina ha Korea ,
A. a. japonica , e kreisteiz Sac'halin , kreisteiz an Inizi Kouril , Japan hag Inizi Ryūkyū ,
A. a. kiborti , e kreisteiz Siberia, hanternoz ha reter Mongolia ha biz Sina,
A. a. lonnbergi , e hanternoz Sac'halin,
A. a. pekinensis , e biz Siberia, Ledenez Kamtchatka hag an Inizi Kouril,
A. a. sierrae , e Portugal , kreiz ha kreisteiz Spagn.
Amzer vrao pa gan an alhweder / Pell hag uhel en êr. [ 5]
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
↑ Pêrig Herbert, “Anvioù laboused Europa, pennad 10”, Hor Yezh niv. 206, Mezheven 1996, p. 8.
↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg .
↑ Martial Ménard , Dictionnaire français-breton , Éditions Palantines , 2012 , pajenn 65a.
↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Alauda arvensis .
↑ Dis-moi comment ils parlent - Komzou tud va bro , Skolig-al-Louarn , Plouvien , 1994 , pajenn 108.
Commons
War
Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: