(Azeuladeg an Tri Roue)
An Adorazione dei Magi (Azeuladeg an Tri Roue) zo ul livadur tempera war lien (95x80 cm) gant al livour izelvroat Gerard David, war-dro 1495 ha dalc'het e Mirdi an Ofisoù e Firenze.
Gwelout a reer ar Werc'hez Vari o kinnig he mabig Jezuz da azeuliñ d'an Tri Roue, renket e doare ur biramidenn. En tu dehou emañ Jozeb, e kreiz an ejen hag an azen, hag en dorn kleiz emañ koskor ar rouaned.