7,5 × 54 mm 1929C
|
Ur munision 7,5 × 54 mm 1929C
|
Doare
|
Kalibr
|
7,5 mm modèle 1929
|
Doare douilhez
|
kreuzenn
|
Doare skeiñ
|
e-kreiz
|
Bro orin
|
Bro-C'hall
|
Muzulioù
|
Ø bannadell
|
7,84 mm
|
Ø kolier
|
8,66 mm
|
Ø stagell an douilhez
|
11,35 mm
|
Ø korf an douilhez
|
12,25 mm
|
Ø strad
|
12,39 mm
|
Hirder an douilhez
|
54,32 mm
|
Hirder ar gartouchenn
|
76 mm
|
Perzhioù all
|
Pouez ar vannadell
|
9 - 12,35 g
|
Tizh o vont e-maez V0
|
694 - 820 m/s
|
Gwask ar gazoù d'ar muiañ
|
3.800 bar
|
Energiezh ar vannadell
|
2.996 - 3.028 J
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
C
|
Ar 7,5 × 54 mm, anvet ivez 7,5 × 54 mm MAS pe 7,5 mm French er-maez eus Bro-C'hall, zo ur gartouchenn bet implijet e armoù-skoaz an arme c'hall e-kerzh an XXvet kantved.
Istor
Goude ar Brezel-bed Kentañ e tivizas an arme c'hall cheñch ar c'halibr 8 mm implijet er fuzuilhoù Lebel abaoe 1886, peogwir ne dremene ket mat en armoù aotomatek nevez evel ar fuzuilh-vindrailher Chauchat. E 1924 e voe dibabet ur gartouchenn nevez, 7,5 × 58 mm he muzulioù, awenet diwar ar gartouchenn alaman 7,92 × 57 mm Mauser. Re heñvel e oa an div gartouchenn ha divizet e voe e 1929 berraat douilhez ar gartouchenn c'hall da 54 mm evit izelaat ar riskl darvoudoù pe gwallzarvoudoù-tennañ.[1]
Implijet e voe ar gartouchenn 7,5 mm MAS en armoù gall e-pad an Eil Brezel-bed hag e brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950 ha 1960 dreist-holl. Dilezet e voe tamm-ha-tamm goude en arme c'hall evit munisionoù standart AFNA, ar 7,62 × 51 mm da gentañ hag ar 5,56 × 45 mm goude. Produet e vez c'hoazh evit an TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek), ur sport tennañ.
Armoù kambret e 7,5 × 54 mm[1]
Daveennoù