Diwar-benn bloaz 27 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ
|
Evit ar bloaz -27, gwelet ar bajenn : |
-27
|
Evit an niver 27, gwelet ar bajenn : |
27 (niver)
|
780 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 27 goude ganedigezh J.-K.
Darvoudoù
- Impalaer : Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
- Koñsuled : L(ucius) Calpurnius Piso & M(arcus) Licinus Crassus Frugi
- Degaset eo an abrikez eus Azia da Italia.
- Tan-gwall war menez Caelius e Roma.
- En em dennañ a ra Tiber (67 vloaz) war Capri (pe e 26); leuskel a ra mererezh an impalaeriezh gant Sejan. Paranoiek e teu an impalaer da vezañ, lakaat a ra aozañ prosezioù evit tagadennoù a-enep d'e veurdez. Ren a ra ur vuhez diroll ha kriz eo gant an dud.
- Badezet eo Jezuz gant Yann-Vadezour.
- Prezegerezh Yann ar Badezour, un eseniad anezhañ moarvat, a brezeg an degemer eus ar feiz dre lid ar splujañ en dour. War-raok ez a al luskad e Pere dreist-holl; Aon en deus Herod Antipas e krogfe un emsavadeg eno abalamour da virvilh an dud-se. Lakaat a ra prizoniañ ha lazhañ Yann e kreñvlec'h Machaerus.
- Evit doare eo en em unanet ul lodenn eus ar Vadezourien da Jezuz Nazareth, ur prezegenner deuet war wel e Galilea e-tro an hevelep mare ha bet badezet er stêr Jordan gant Yann Vadezour e-unan. Burzhudoù Jezuz a laka kalz a dud d'en em vodañ en-dro dezhañ. Disfiz zo savet en Antipas. Redek a ra ar vrud e klask lakaat anezhañ da vervel.
- Savet bolz-enor Rimini, en enor da Aogust.
- Kouezhañ a ra ur stad kraksavet en e boull e Fidenae; 20 000 den a varv diwar an 50 00 a arvesterien a oa war al lec'h.
- Templ al leoned askellek e Petra.
- Trec'het ha lazhadeget eo an "Divabrantoù Ruz" gant lu an impalaer pa oant oc'h en em dennañ eus Xi'an penn d'ar reter. 80 000 zo prizoniet ha lod anezho a vo enluet e rejimantoù Liu Xiu.
Relijionoù ha mitologiezhioù
Arzoù ha sevenadur
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
Buhez pemdez ha dudi
Gwelet ivez