Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

Deiziadur gregorian

Graet e vez deiziadur gregorian eus an deiziadur en implij en Europa hiziv an deiz. Implijet e vez ivez an deiziadur-se er Stadoù bet trevadennet gant Europiz gwechall hag en un darn vat eus ar bed a-hend-all.

Framm an deiziadur

Diazezet eo war deiziadur juluan Roma an Henamzer. Un deiziadur heolel eo a gemer da boent dave kelc'htro an Douar en-dro d'an Heol a bad 365,2422 devezh enno 24 eurvezh a 60 munut a 60 eilenn vetrek pep hini. Reiñ a ra an deiziadur gregorian un amzer keitat a 365,2425 devezh evit ur bloaz. A-benn suraat un niver a zevezhioù leun dre vloaz e ranker ouzhpennañ un devezh bizeost d'an 29 C'hwevrer a-wechoù. (gwelet Bloavezh bizeost).

400 bloaz e pad kelc'hiad klok an deiziadur gregorian : tri c'hantved a ya 24 kelc'hiad juluan (tri bloavezh 365 devezh mui ur bloavezh 366 devezh) d'o ober, mui ur c’hantved a ya 25 kelc'hiad juluan d'e ober.

Rannadur

Rannet eo an deiziadur gregorian e daouzek miz, strollet e pevar zrimiziad :

Genver, 31 deiz
C'hwevrer, 28 pe 29 deiz
Meurzh, 31 deiz

90 pe 91 deiz

Ebrel, 30 deiz
Mae, 31 deiz
Mezheven, 30 deiz

91 deiz

Gouere, 31 deiz
Eost, 31 deiz
Gwengolo, 30 deiz

92 deiz

Here, 31 deiz
Du, 30 deiz
Kerzu, 31 deiz

92 deiz

Mont a ra ur prantad 7 devezh d'ober ur sizhun. Bep a anv zo da zeizioù ar sizhun : Sul eo an deiz kentañ, heuliet gant Lun, Meurzh, Merc'her, Yaou, Gwener ha Sadorn.

Peurliesañ e vez koublet implij an deiziadur gregorian gant hini an hoalad kristen, da lavaret eo goude JK.
Da notenniñ emañ n'eus ket bet a vloaz 0 ; kregiñ a ra ar c'hantvedoù hag ar milvedoù gant ar bloaz niverenn Unan. Setu perak eo krog an XXIvet kantved hag an IIIe milved d'ar 1añ Genver eus ar bloaz 1 eus an trede milved, da lavaret eo e 2001, ar bloaz 2000 o vezañ an hini diwezhañ eus an XXvet kantved.

Ar reizhadennn c'hregorian

Pennañ diforc'h zo etre an deiziadur gregorian hag e ziagentad, an deiziadur juluan eo dasparzh ar bloavezhioù bizeost.

Evel merket a-us, e pad ar bloavezh trovanel, da lavaret eo prantad treiñ keitat an Douar en-dro d'an Heol, kement a 365,2422 devezh.

Dre ouzhpennañ ur bloavezh bizeost bep 4 bloaz e lakae an deiziadur juluan pad keitad ur bloaz da 365,25 devezh. Degas a rae ur rikladur a 8 devezh dre vilved e-keñver an amzer wir. Gant se e rikle war-gil deiz gouel Pask, termenet gant kedez-Veurzh, war-du miz C’hwevrer.
Setu ma voe divizet dilemel ar bloavezhioù bizeost evit ar bloavezhioù zo lieskementadoù eus 100 hep bezañ lieskementadoù eus 400. Evel-henn, 1600 ha 2000 zo bet bloavezhioù bizeost, 1700, 1800 ha 1900 n'int ket bet avat.

Gant ar reolenn-mañ en em gaver gant ur bloavezh a 365,2425 devezh e lec’h 365,2422 devezh evel ma tlefe bezañ, da lavaret eo ur reñver tri deiz bep 10 000 bloaz. Kinniget ez eus bet kemm ar reolenn evit sellet ouzh lieskementadoù 4 000 evel ouzh bloavezhioù boas. Dre ma ya war verraat ar bloaz trovanel eus e-tro 0,5s dre gantved avat ha dre ma'z a ivez war hiraat an deiz eus 1.64 milisekondenn dre gantved, n'haller ket soñjal tizhout al live resister-se rak, an eil dre egile, n'eo ket gwashoc’h eget an diasurder war pad ar bloavezh a-benn 10 000 bloaz.

Degemer an deiziadur nevez

En e vuilh Inter gravissimas embannet e 1582 e tivizas ar Pab Gregor XIII ma vefe heuliet ar Yaou 4 Here diouzhtu gant ar Gwener 15 Here evit adtapout ar rikladur bet o kreskiñ a-hed ar c’hantvedoù. (Munud : dre ma voe lamet kuit 10 devezh ez eo marvet Santez Tereza a Avila en nozvezh etre ar 4 hag ar 15 Here 1582). Ar pal a oa herzel ouzh rikladur deiz gouel Pask (ar Sul goude loariad kentañ kedez-Veurzh) a yae war-du mizioù an hañv.

Mat eo merzout n'eo ket bet degemeret an deiziadur gregorian en Europa war un dro e pep lec'h. E talvoud eo bet lakaet gant Gregor XIII er Stadoù ma oa o ren. Polonia, Spagn ha Portugal en degemeras raktal. E Frañs hag e Breizh e voe an hevelep bloavezh. N'eo nemet en XVIIIvet kantved ma voe degemeret an deiziadur-se gant Breizh-Veur, protestant avat.

Pelloc'h eo bet c’hoazh ar broioù protestant all da zegemer ar reizhadenn c’hregorian rak, evel ma lavare ar steredoniour Johannes Kepler, e kavent gwelloc’h kaout dizemglev gant an astroù eget kaout emglev gant ar Pab.
E Rusia eo bet ret gortoz Dispac'h Here 1917, zo c’hoarvezet e miz Du e gwirionez hervez an deiziadur gregorian, evit gwelet Stad nevez an URSS o tegemer an deiziadur gregorian e 1918.

Evel-just, evit an istorourien, eo ur gwir torr-penn ar c’hemmoù deiziadur disheñvel-se. Evit gwir, un teul saoz deiziet eus an 10 Genver 1603 zo bet skrivet diwezhatoc’h eget un teul spagnol deiziet eus ar 15 Genver eus an hevelep bloavezh. Da skouer, marvet eo William Shakespeare ha Miguel de Cervantes d'an hevelep deiziad (23 Ebrel 1616), met ket d'an hevelep deiz ! Ganet eo Isaac Newton e 1642 e Breizh-Veur, met evit ar broioù dindan an deiziadur gregorian eo bet ganet e 1643

Emsavadegoù zo bet e Breizh-Veur pa voe lakaet an deiziadur nevez e talvoud e 1752 rak lod a lavare e vije ret dezho paeañ ur feurm klok gant 21 devezh digor gwirion hepken. Ouzhpenn-se e voe lakaet deroù ar bloaz d'ar 1 Genver ha n'eo ket mui e dibenn Meurzh.

Frizenn gronolokel an tremen d'an deiziadur gregorian

1949Turkia1926Gres1923Roumania1919URSS1918Bulgaria1916Latvia1915Sina1912Egipt1875Japan1873Alaska1867Grizoned1811Bohemia1584Lotringen17601752Sveden1753NorvegiaAlamagn1700Strasbourg1682Elzas16481582Prusia1610Skos Nevez1605Hungaria1587Polonia1586Aostria1583ItaliaPortugal1582

Reizhadennoù an deiziadur gregorian

Ma n'eus ket bet stoket ouzh pennsoñjoù ar reizhadenn c'hregorian, n'eo ket bet heñvel evit an aozadur anezhi avat. Kavet ez eus bet abeg, evel-just, en e liammoù gant ar gristeniezh, a-hed an hoalad kristen, gant ar gouelioù relijiel, gant ar sent. Kaset eo bet lod da ijinañ raktresoù laikeloc’h evel, da skouer, evit ar C'hallaoued, an deiziadur republikan ijinet ganto da vare an dispac'h gall. Met, ma reas berzh ar reizhiad vetrek, an deiziadur avat, en deus graet kazeg. Gwir eo ne oa ket gwall entanus evit an dud ar soñj da gaout un devezh diskuizh bep 10 devezh (decadi) e-lec’h bep seizh devezh.

Kavet ez eus bet abeg en doare ma oa savet an deiziadur e-unan :

  • mizioù kemmus ar pad anezho (eus 28 da 31 devezh) a zegas luz e dielfennadur ar stadegoù armerzhel ;
  • diaes eo lakaat anv an deizioù da genglotañ gant o niverenn er miz ;
  • pad an trimiziadoù (un tamm berroc'h eo an trede trimiziad eget an eil) ;
  • niver a sizhunioù (4,33 ?) dre viz ;
  • kemm deiziad devezhioù gouel zo evel Pask.

Met e gwirionez, n'eo ket an dibab zo bet graet gant Mab-den zo e kaoz. Ur fed eo ne glot ket ar bloavezh steredoniel gant un niver leun a zevezhioù, na kennebeut kelc’hiad al Loar ha ret mat eo rannañ an niver a zevezhioù en ur bloavezh ma venner en em adkaout un tammig bihan.

Degaset en deus an diaester-se un toullad kinnigoù reizhañ a erbed implijout pennaenn an Deiz epagomenek. Graet e vez devezh epagomenek eus un devezh gwenn na gemerer ket e kont evit diskont ar sizhun. Pa vez ouzhpennet un devezh epagomenek ar bloaz (pe daou evit ar bloavezhioù bizeost) en em gaver gant ur gont rik a 364 = 7×52. An hevelep mennozh eo a gaver e deiziadur republikan an Dispac’h gall gant ar gourdeizioù (deizioù ouzhpenn).

Dibabet e oa bet pad ar mizioù evit klotañ mui pe vui gant ul loariad. Evel-se e c’halle an holl dud, desket pe zizesk, gouzout mui pe vui, en ur sellet ouzh kemm tres al Loar, pegoulz e oa aet ur miz hebiou ; pouezus e oa ivez en em zaveañ ouzh al Loar evit ar vartoloded (gouzout eus ar mareoù) hag evit al labourerien-douar (labourioù noz er parkeier, koulzioù hadañ). Ha pa vefe gwir eo distennet hiziv al liamm strizh a unane an dud ouzh lusk an natur n'haller nemet stadañ e klask an darn vrasñ eus ar reizhadennoù kinniget mirout mizioù a bad e-tro ul loariad. Menegomp memes tra an deiziadur baha'i implijet er vahaiegezh. Mard eo diazezet mat war ur bloavezh heol a grog da-geñver ar gedez-Veurzh (21 Meurzh), eo dibar ivez rak dilezel a ra an dave d'al Loar evit pad ar mizioù. En deiziadur-se ez a 19 miz a 19 devezh d'ober ur bloavezh. Etrelakaet eo ar 4 devezh ouzhpenn ret evit klokaat ur bloaz etre an 18vet hag an 19vet miz. Graet e vez gourdeizioù eus an deizioù-se.

A-hed an tri c’hantved diwezhañ ez eus bet degaset meur a ginnig reizhañ. Kinigoù an deiziadur hollvedel ha re an deiziadur stabil eo ar re anavezetañ anezho. E-tro kreiz an XXvet kantved e voe renet studiadennoù, broudet gant Kevredad ar Broadoù ha, d'e heul, gant an ABU, evit reizhañ an deiziadur. Dilezet eo bet ar strivoù-se da-heul ar gwask lakaet war an ABU gant Stadoù evel SUA, Breizh-Veur, an Izelvroioù pe, c’hoazh, Indonezia, kuit da zirenkañ hengounioù relijiel evit doare.

Niverus eo bet an aozerien skiant-faltazi o deus c’hoariet gant mennozh un deiziadur a orin eus an Douar implijet un deiz, marteze a-walc’h, en egorad a-bezh, hag a vije bet kollet ar soñj eus ar rag ma oa bet savet, ha betek soñj ar blanedenn zouar, kement hag ober.

Edmond Rostand ar romantour gall, eus e du, en e oberenn vrudet Cyrano de Bergerac, a glaske touellañ e lennerien oc’h embann e oa ur Sadorn eus ar 26 Gwengolo 1655... ur Sul e oa anezhi a-benn ar fin !

Gwelet ivez

Levrlennadur

  • Jean-Claude Even : Calendrier romain. Méthode de recherche et de vérification des dates de Jules César à l'An 2000. Trégrom. 1980
Read more information:

For the philosophical concept, see Ultimate end. Ultimate EndUltimate End #5. Art by Mark BagleyPublication informationPublisherMarvel ComicsFormatLimited seriesGenre Superhero Publication date2015No. of issues5Creative teamWritten byBrian Michael BendisPenciller(s)Mark Bagley Ultimate End was a 2015 limited series by Marvel Comics, a tie-in for the Secret Wars crossover. It was written by Brian Michael Bendis and illustrated by Mark Bagley, and was the final comic book set in the Ultimate Marve…

Corporal punishmentPart of a series onCorporal punishment By place Domestic Judicial School By implementation Amputation Belting Birching Branding Caning Cat o' nine tails Flagellation Foot whipping Knout Paddle Scourge Sjambok Slippering Spanking Strapping Switch Tawse Riding crop Whip By country Afghanistan Brunei Iran Malaysia Qatar Singapore Taiwan United Arab Emirates United States Court cases CFCYL v. Canada Ingraham v. Wright S v Williams Tyrer v. the United Kingdom Politics Campaigns aga…

Holiday in Canada Memorial DayMemorial Day Parade in St. John'sOfficial nameMemorial DayObserved byNewfoundland and Labrador (Canada)SignificanceCommemorates Newfoundland and Labrador war deadObservancesParades, silencesDate1 JulyNext time1 July 2024 (2024-07-01)Frequencyannual Memorial Day has been observed annually since 1 July 1917, to recall the losses of approximately 700 soldiers of the 1st Newfoundland Regiment from the Dominion of Newfoundland at Beaumont-Hamel on the firs…

1960 United States Senate election in Iowa ← 1954 November 8, 1960 1966 →   Nominee Jack Miller Herschel Loveless Party Republican Democratic Popular vote 642,643 595,119 Percentage 51.92% 48.08% County results Miller:      50-60%      60-70%      70-80%Loveless:      50-60%      60-70% U.S. senator before election Thomas E. Martin Republica…

Petar Kočić (serbisch-kyrillisch Петар Кочић) (* 29. Juni 1877 in Stričići bei Banja Luka; † 27. August 1916 in Belgrad) war ein serbischer Schriftsteller. Statue von Petar Kočić in Banja Luka. Inhaltsverzeichnis 1 Leben 2 Werke 3 Nachleben 4 Literatur 5 Weblinks Leben Kočić war Serbe aus Bosnien. Seine Mutter starb früh und sein Vater wurde daraufhin orthodoxer Priester. Petar besuchte zunächst die Schule im Kloster Gomionici, ab 1891 in Banja Luka und 1895 das Gymnasium i…

Women's cycling sprintat the Games of the XXIV OlympiadVenueSeoul Olympic VelodromeDate21–24 September 1988Competitors12 from 12 nationsMedalists Erika Salumäe  Soviet Union Christa Luding-Rothenburger  East Germany Connie Paraskevin  United States1992 → Cycling at the1988 Summer OlympicsRoad cyclingRoad racemenwomenTeam time trialmenTrack cyclingTrack time trialmenIndividual pursuitmenTeam pursuitmenSprintmenwomenPoints racemenvte The women's track cycling…

City in Fujian, China Amoy redirects here. For other uses, see Amoy (disambiguation). Emng redirects here. For the medical procedure, see Electromyoneurography. This article is about the city in China. For other uses, see Xiamen (disambiguation). This article needs additional citations for verification. Please help improve this article by adding citations to reliable sources. Unsourced material may be challenged and removed.Find sources: Xiamen – news · newspapers · …

 Nota: Para a queda de água no concelho de Arouca, veja Cascata da Frecha da Mizarela. Mizarela    Freguesia portuguesa extinta   Localização MizarelaLocalização de Mizarela em Portugal Continental Mapa de Mizarela Coordenadas 40° 33' 02 N 7° 20' 15 O município primitivo Guarda município (s) atual (is) Guarda Freguesia (s) atual (is) Mizarela, Pero Soares e Vila Soeiro História Extinção 28 de janeiro de 2013 Caracterí…

Юхим Левович Мелах Народження 26 липня 1918(1918-07-26)ОдесаСмерть 16 грудня 1979(1979-12-16) (61 рік)ОдесаПоховання Новоміське кладовищеКраїна  СРСРПриналежність  Радянська арміяВид збройних сил  ВПС СРСРРід військ розвідувальна авіаціяРоки служби 1937–1960Звання  Полковник аві…

These are tables of congressional delegations from New Jersey to the United States Senate and United States House of Representatives. The current dean of the New Jersey delegation is Representative Chris Smith (NJ-4), having served in the House since 1981. United States Senate Current U.S. senators from New Jersey New Jersey CPVI (2022):[1] D+6 Class I senator Class II senator Bob Menendez(Senior senator) Cory Booker(Junior senator) Party Democratic Democratic Incumbent since January 17,…

1948 American program to relocate beavers Diagram of a beaver dropping box The beaver drop was a 1948 Idaho Department of Fish and Game program to relocate beavers (Castor canadensis). The program involved moving 76 beavers by airplane and parachuting them to new areas in Central Idaho.[1][2][3] The program was initiated to both reduce cost and decrease mortality rates during the relocation. Alleviating complaints about nuisance beavers and their activities were an underl…

Temerloh Temerloh ialah kota kecil di Pahang, Malaysia dalam distrik yang namanya sama. Terletak di bantaran Sungai Pahang. Kota tua dengan beberapa bangunan kolonial dan rumah belanja, kota ini telah menjadi pusat transportasi dan industri baru. Berharap menggantikan Kuantan sebagai ibu kota masa depan Pahang. lbs Pahang Darul MakmurDaerah Bera • Bentong • Cameron Highlands • Jerantut • Kuantan • Lipis • Maran • Pekan • Raub • Rompin • TemerlohKota Bandar Bera • Bandar Pus…

Family of mammals For other uses, see Shrew (disambiguation). Shrews[1]Temporal range: Middle Eocene–Recent PreꞒ Ꞓ O S D C P T J K Pg N Scientific classification Domain: Eukaryota Kingdom: Animalia Phylum: Chordata Class: Mammalia Order: Eulipotyphla Family: SoricidaeG. Fischer, 1814 Type genus Sorex Subfamilies Crocidurinae Myosoricinae Soricinae Shrews (family Soricidae) are small mole-like mammals classified in the order Eulipotyphla. True shrews are not to be confused with tree…

Iranian judge Abolqasem SalavatiHead of the 15th branch of the Islamic Revolutionary CourtIncumbentAssumed office 5 December 2009Appointed bySadeq LarijaniPreceded byMohammad MoghisehJudge of the Islamic Revolutionary CourtIncumbentAssumed office 1 July 2002Appointed byMahmoud Hashemi Shahroudi Personal detailsBorn (1967-07-16) 16 July 1967 (age 56)Tuyserkan, IranAlma materUniversity of Judicial Sciences and Administrative ServicesUniversity of TehranNickname(s)Judge SalavatiIran's …

VTA light rail station in San Jose, California Gish VTA train at Gish StationGeneral informationLocation1st Street and Gish RoadSan Jose, CaliforniaCoordinates37°21′42″N 121°54′35″W / 37.361740°N 121.909640°W / 37.361740; -121.909640Owned bySanta Clara Valley Transportation AuthorityLine(s)Guadalupe Phase 1Platforms1 island platformTracks2ConstructionAccessibleYesHistoryOpenedDecember 11, 1987; 35 years ago (1987-12-11)[1]Services Pre…

Kabinet Meir PertamaKabinet Pemerintahan Israel ke-14Dibentuk17 Maret 1969 (1969-03-17)Diselesaikan15 Desember 1969 (1969-12-15)Struktur pemerintahanKepala negaraZalman ShazarKepala pemerintahanGolda MeirStatus di legislatifKoalisiPemimpin oposisiYitzhak-Meir LevinSejarahPeriodeKnesset ke-6PendahuluKabinet Israel ke-13PenggantiKabinet Israel ke-15 Pemerintahan Israel keempat belas dibentuk oleh Golda Meir pada 17 Maret 1969, setelah kematian Perdana Menteri Levi Eshkol pada 26 Februari…

1976–1979 monarchy in central Africa, now the Central African Republic This article needs additional citations for verification. Please help improve this article by adding citations to reliable sources. Unsourced material may be challenged and removed.Find sources: Central African Empire – news · newspapers · books · scholar · JSTOR (November 2023) (Learn how and when to remove this template message) Central African EmpireEmpire centrafricain1976–1979…

Turkish long-distance runner Sultan HaydarWomen's Marathon London 2012Personal informationBirth nameChaltu Girma MesheshaNationalityTurkishBorn (1987-05-23) 23 May 1987 (age 36)Golerogi, EthiopiaHeight170 cm (5 ft 7 in)Weight55 kg (121 lb)SportSportRunningEvent(s)1500 metres, 3000 metresClubEnkaspor Athletics TeamCoached byNikola Borić Medal record Representing  Turkey Women's athletics European Cross Country Championships 2009 Dublin 1500 m European Athl…

1959 studio album by Chet BakerChet Baker in MilanStudio album by Chet BakerReleased1959RecordedSeptember 25 & 26 and October 6, 1959StudioGurtler Studio, Milan, ItalyGenreJazzLength42:41LabelJazzlandJLP 18Chet Baker chronology Chet Baker Plays the Best of Lerner and Loewe(1959) Chet Baker in Milan(1959) Chet Baker with Fifty Italian Strings(1959) Chet Baker in Milan is an album by trumpeter Chet Baker which was recorded in Italy in 1959 and released on the Jazzland label.[1]…

герб Мінської області Герб Мінської області — офіційний геральдичний символ Мінської області Білорусі. Затверджений указом президента Білорусі від 22 листопада 2007 року № 595. Герб Мінської області являє собою французький щит, у золотому полі якого три блакитних хвил…

Lavrio Indoor HallKleisto Gymnastirio LavriouFull nameKleisto Gymnastirio Dimou LavreotikiLocationLavrio, Attica, GreeceOwnerLavreotiki MunicipalityCapacity1,700SurfaceParquetConstructionRenovated2015, 2018TenantsLavrio Lavrio Indoor Hall, or Kleisto Gymnastirio Lavriou (Greek: Κλειστό Γυμναστήριο Λαυρίου), is an indoor sporting arena that is located in the city of Lavrio, Attica, Greece. The seating capacity of the arena for basketball games is 1,700 people. The arena i…

1998 studio album by Frank Black and the CatholicsFrank Black and the CatholicsStudio album by Frank Black and the CatholicsReleasedSeptember 9, 1998RecordedMarch 20, 1997 – March 22, 1997StudioSound City Studios, Los Angeles, CaliforniaGenreAlternative rockLength41:19LabelSpinARTProducerFrank Black and the CatholicsFrank Black and the Catholics chronology The Cult of Ray(1996) Frank Black and the Catholics(1998) Pistolero(1999) Frank Black and the Catholics is the debut album from Fra…

Yicheng一诚TitleVenerable Master of the Buddhist Association of ChinaPersonalBornZhou Yunsheng (周云生)(1927-02-02)February 2, 1927Wangcheng County, Changsha, Hunan, ChinaDied21 December 2017(2017-12-21) (aged 90)[1]Zhenru Chan Temple, Jiangxi, ChinaReligionChan BuddhismNationalityChineseSchoolWeiyang schoolLinji schoolLineage10th generation of Weiyang school45th generation of Linji schoolNotable work(s)TolerantAn Usual-HeartWorld Is Your Own, Nothing To Do with OthersOrography…

List of events ← 2017 2016 2015 2018 in Guyana → 2019 2020 2021 Decades: 1990s 2000s 2010s 2020s See also: Other events of 2018 Timeline of Guyana history Events in the year 2018 in Guyana. Incumbents President: David Granger Prime Minister: Moses Nagamootoo Events 9 November – An aircraft accident shortly after departure from Cheddi Jagan International Airport Deaths 17 February – Mohamed Shahabuddeen, judge and politician (b. 1931).[1] 8 March – Wilson Ha…

10-та церемонія вручення Премія «Люм'єр»Загальні відомостіЧас проведення 16 лютого 2005 рокуМісце проведення Cinéma des cinéastes, Париж, ФранціяНагородиНайкращий фільм ХористиНайкраща режисура Жан-П'єр ЖенеНайкращий актор Матьє АмальрікНайкраща акторка Еммануель ДевоНайбільша к…

Subdistrict of Tallinn, Estonia You can help expand this article with text translated from the corresponding article in Estonian. (August 2023) Click [show] for important translation instructions. Machine translation, like DeepL or Google Translate, is a useful starting point for translations, but translators must revise errors as necessary and confirm that the translation is accurate, rather than simply copy-pasting machine-translated text into the English Wikipedia. Do not translate text …

この記事は検証可能な参考文献や出典が全く示されていないか、不十分です。出典を追加して記事の信頼性向上にご協力ください。(このテンプレートの使い方)出典検索?: 国際連合機関 – ニュース · 書籍 · スカラー · CiNii · J-STAGE · NDL · dlib.jp · ジャパンサーチ · TWL(2022年9月) 国際連合ジュネーブ事務局 国際連合機関(こ…

This article needs additional citations for verification. Please help improve this article by adding citations to reliable sources. Unsourced material may be challenged and removed.Find sources: Sky Sports Mexico – news · newspapers · books · scholar · JSTOR (June 2022) (Learn how and when to remove this template message) Group of Mexican sports channels For other uses, see Sky Sport. Television channel Sky SportsBroadcast areaMexicoCentral AmericaHe…

ДеревняТаушкасы 55°51′41″ с. ш. 47°34′48″ в. д.HGЯO Страна  Россия Субъект Федерации Чувашия Муниципальный округ Цивильский История и география Первое упоминание 1858 Часовой пояс UTC+3:00 Население Население 763 человека (2010) Национальности чуваши Официальный язык чу…

  此条目页的主題是1986年电影《孙中山》。关于其他同名条目,請見「孙中山 (消歧义)」。 孙中山Dr. Sun Yat-Sen海报基本资料导演丁荫楠李叶宇刘宝林监制孙长城制片徐建平、刘丞芳编剧贺梦凡张磊主演刘文治张燕王咏歌配乐施万春摄影王亨里侯咏于晓群剪辑冯慧林严秀英制片商珠江电影制片厂片长150分钟产地 中国大陆语言普通話上映及发行上映日期1986年(中国大陆)…

Kembali kehalaman sebelumnya