Levezonet e oa e oberoù gant ar spered stourm, a-du e oa gant an anarkourJoe Hill (1879-1915), ha kanañ a rae evit al labourerien hag ar beorien. War e c'hitar e oa skrivet This machine kills fascist ("Gant ar mekanik-mañ e vez lazhet faskourien").
This Land is Your Land ("Ho pro eo ar vro-mañ", a oa This Land hepken pa voe skrivet e 1940), en enep d'ar ganaouenn God Bless America ("Doue ra vennigo Amerika", 1918) gant Irving Berlin ; gant Dafydd Iwan ez eo bet lakaet kanaouenn W. Guthrie e kembraeg dindan an titl Mae'n Wlad i Mi ("Ma bro eo"")[1].