Tremen 11 000 seurt {{spesad]] viruzoù zo anavezet [10], petra bennak ma vije milionoù anezhe moarvat. Viruzouriezh — ul lodenn eus ar c'harvevoniezh — a reer eus studi ar viruzoù.
Teir lodenn zo en ur viruz : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar viruz daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.
A-benn lieskementiñ e rank ebarzhiañ e c'henoù e diabarzh genom an ostiz. Eztaolet e vez e broteinoù asambles ha proteinoù ar gellig ha dieubet viruzoù nevez pa darzh houmañ.
Notennoù ha daveennoù
↑Diwar ar ger latin "virus" a dalv kement hag ampoezon, peurgetket.