Tachenn ar veneteg
Ar veneteg eo an anv a reer eus ar yezh italianek a gomzer dreist-holl e Veneto , ar rannvro en-dro da gêr Venezia , en Italia .
Pelec'h e vez komzet?
An darn vrasañ ag ar venetegerion a zo e rannvroioù italian Veneto, Friuli-Venezia Giulia , Trentino-Alto Adige . Met yezherien zo ivez e broioù all, e Slovenia ha Kroatia (ahont o c'haver dreist-holl e ledenez Istria , hag e kornioù zo war aod Dalmatia ).
Ouzhpenn-se, gant an divroañ en XIXvet hag XXvet kantved e kaver bagadoù venetegerien en Amerika , dreist-holl e Chipilo (e stad Puebla , Mec'hiko ), hag e Rio Grande do Sul , e Brazil , dreist-holl e bro ar gwiniegoù, ma komzer ur rannyezh a vez graet talien anezhi, gant un tamm veneteg hag un tamm italianeg gant gerioù a veur a yezh all.
En Veneto e weler a-wechoù pannelloù divyezhek (veneteg hag italianeg).
Gerioù venetek
Ar gerioù arsenal , ciao , ghetto , gondola , lagon ha laguna , lido ha Montenegro zo gerioù deuet eus ar veneteg.
Skouerioù eus ar c'hemmoù etre veneteg hag italianeg
Veneteg
Italianeg
Brezhoneg
ava
ape
gwenanenn
bras
braccio
brec'h
carega
sedia
kador
cascar
cadere
kouezhañ
caxa
casa
ti
escoll
scola
skol
grip
influenza
grip, arouez
insir
uscire
mont er-maez
istà
estate
hañv
làvaro
labbro
muzell
nòtoła
pipistrello
logodenn-dall
nùmaro
numero
niver
piron
forchetta
fourchetez, forc'higell
pón , pómo
mela
aval
schirat
scoiattolo
gwiñver
sorar
raffreddare
yenañ
subiar
fischiare
c'hwitellat, sutal
tor , cior
prendere
kemer
uncuò
oggi
hiziv
Veneteg
Italianeg
Brezhoneg
lùni
lunedi
(di)lun
màrti
martedi
(di)meurzh
mercòre
mercoledi
(di)merc'her
sòbia
giovedi
yaou/diriaou
venàre
venerdi
(di)gwener
sàbo
sabato
(di)sadorn
domènega
domenica
(di)sul