Adsevel dre urzhiataer ar Monitor
Emgann Hampton Roads d'an 9 a viz Meurzh 1862, eus un tu an USS Monitor, eus an tu all ar CSS Virginia .
An USS Monitor a oa ur vag-brezel hobregonet dre aezhenn. Savet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika , bez e voe ar c'hentañ lestr-hobregonet brezel lakaet e servij an Union Navy . Ar Monitor a oa bet brudet mat dre bezañ ar vag pennañ e-pad emgann Hampton Roads d'an 9 a viz Meurzh 1862 . Dindan urzhioù al letanant John Worden , e stourmas a-enep al lestr-hobregonet kengevreet CSS Virginia (savet a-ziwar relegennoù an USS Merrimack ). Ar c'hentañ emgann e voe etre bigi-hobregonet.
Tresoù nevez ar vag, gant un douribell hedro savet gant an ijinour stadunanat Theodore Timby , a voe adkemeret hag a voe diaz d'an holl bigi-brezel doare monitor .