MONUMANT ISTOREL
|
Tour-tan ar Goulfar zo un tour-tan maen-greun e Kervilhaouen, e kumun Bangor, en Enez ar Gerveur, e Breizh.
Unan eus kreñvañ tourioù-tan aodoù ar Stad C'hall eo.
Savet e voe en XIXvet kantved, treset gant Augustin Fresnel ; 52 metr uhelder zo dezhañ.
Ur monumant istorel eo abaoe 1995.
Gwel
En-dro d'an tour ez eus tier ma veze lojet an diwallerien.
Digoret e vez d'ar weladennerien, ha pignat a c'haller betek an nec'h. Alese e weler an aod eus ar Groazig betek an Oriant.