Etre 1859 ha 1862 e voe savet un tour hep tan. Koulskoude ne oa ket a-walc’h, neuze e voe uhelaet an tour-mañ etre 1880 ha 1881, ha lakaet ur gouloù a eoul maenek.
E 1905 e voe lakaet ur gouloù a aezhenn eoul-maen.
E 1960 e voe livet an tour e ruz ha du, ha war-lec’h, e ruz ha gwenn, evit uhelaat e hed-gwel.
E 1975 e voe lakaet ur gouloù a aezh propan ha mont a reas kuit ar gward.
E 1987 e voe tredanaet hag emgefreekaet an tour-tan.