Tour-tan Brignogan[1], pe Tour-tan Pontuzval[2] (Phare de Pontusval e galleg) zo un tour-tan bihan[3] savet war aod kumun Brignogan, e penn ur begig-douar anvet Beg Paol. Kroget e voe d’e sevel e 1865 ha lakaet e voe da vont en-dro d’ar 15 a viz Gwengolo 1869.
Savet eo bet hanter-hent etre tour-tan Enez Werc'h ha tour-tan Enez Vaz, da heñchañ ar bigi a dremen dirak aod dañjerus ar Vro Bagan.
Un ti-annez zo hag un tour karrezek, dezhañ 14,5 metr a uhelded.
Un tan a-daoleadoù eo hini Brignogan, gant gouloù gwenn ha ruz a vez gwelet betek 10 mil mor (18 km).
E 2010 e oa bet lakaet war roll ar Monumantoù Istorel, asambles gant meur a dour-tan all[4].