Doueez ar Justis, al Lezenn hag ar Reizhded e oa Themis, o skoazellañ Zeus en Olimp. Alies e veze diskouezet en arzoù gwechall gant mentel ar justis a bouez ganti arguzennoù an daou du enebet.
Hervez oberourien zo e oa bet gwreg an Titan Japet, a oa breur dezhi, ha genel a reas e vab Prometeus (nemet ne oa ket mamm da vugale all Japet).