The Man from U.N.C.L.E. a zo ur stirad skinwel amerikan bet skignet gant NBC eus an 22 a viz Gwengolo1964 betek ar 15 a viz Genver1968. Krouet eo bet gant Sam Rolfe ha Norman Felton ha produet gant Metro-Goldwyn-Mayer hag Arena. 4 c'houlzad, 105 rann a 49 munutenn a gaver ennañ. Ar c'houlzad kentañ (1964-1965) a zo bet troet e gwenn ha du, ha re all (1965-1968) e liv. Ian Flemming en deus kenlabouret er penn kentañ gant ar grouerien.
An istor
Kontañ a ra ar stirad avanturioù daou wazour, Napoleon Solo, un amerikan c'hoariet gant Robert Vaughn hag Illya Kuryakin, ur jeorjian c'hoariet gant David McCallum a labour evit un aozadur etrevroadel kuzh a enep-spierezh anvet U.N.C.L.E. (United Network Command for Law and Enforcement).
Leo G. Carroll c'hoariet gant Alexander Waverly a zo penn breizhveuriat an aozadur(Number One of Section One). Lisa Rogers, c'hoariet gant Barbara Moore a gemeras perzh adalek ar c'houlzad 4.
T.H.R.U.S.H.eo enebour U.N.C.L.E. Un aozadur torfedus, puritan ha burevour eo T.H.R.U.S.H.. Klak a ra ren ar bed. Gwelet eo evel ken dañjerus ken e kenlabour gouarnamantoù enebour evit stourm outañ.
Ne lavarer ket er stirad ar pezh a dalv T.H.R.U.S.H. met reiñ a ra David Edward McDaniel en unan e romantoù tennet eus ar stirad (The Dagger Affair, 1965, Ace Books) an displegadenn-mañ : Technological Hierarchy for the Removal of Undesirables and the Subjugation of Humanity.
Berzh en deus graet ar stirad ha gounezet en deus un toullad prizioù.