An Dalibaned pe Taliban (pachtoueg : طالبان [ṭālibān], « studierien » pe « klaskerien ») a zo ul luskad islamoursunnit armet oberiant en Afghanistan hag e Pakistan abaoe miz Here 1994. Renet eo gant Haibatoullah Akhoundzada, komandour ar gredennourien eus Emirelezh Islamek Afghanistan, en ur mod ofisiel abaoe ar 15 a viz Eost 2021, goude bezañ disklêriet kement-se d'ar 25 a viz Mae 2016. E 2017 e oa braskontet 200 000 stourmer en o zouez.
Goude bezañ brezelet ouzh Stad Islamek Afghanistan o doa aloubet ar gêr-benn Kaboul e 1996 ha staliet Emirelezh Islamek Afghanistan en tri c'hard eus ar vro betek 2001, ar mollah Mohammad Omar en he fenn. Lakaet o doa e-pleustr ar charia, al lezenn islamek, en un doare strizh, ha lakaet Kandahar da gêr-benn. Met e 2001 o doa emellet ar Stadoù-Unanet hag an AFNAR er vro hag an Dalibaned o doa graet brezel a-enep dezho, betek an 29 a viz C'hwevrer 2020 pa voe sinet un emglev etrezo e Doha. Bremañ eo bet adc'hounezet ar vro a-bezh ganto, ar gêr-benn Kaboul ivez abaoe ar 15 a viz Eost 2021.