Sturmgewehr 44
|
Ur fuzuilh-vindrailher Sturmgewehr 44 eus dastumadegoù an Armémuseum (Stockholm)
|
Kinnig
|
Bro
|
Trede Reich
|
Doare
|
Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
|
Mont en-dro
|
Tennata dre amprest-gazoù, piston
|
Munisionoù
|
7,92 × 33 mm Kurz
|
Produer
|
C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik
|
Mare implij
|
1944-1945
|
Pouez ha muzulioù
|
Mas (hep kartouchenn)
|
4,6 kg
|
Mas (karget)
|
5,13 kg
|
Hirder
|
940 mm
|
Hirder ar c'hanol
|
420 mm
|
Perzhioù all
|
Hed-tenn pleustrek
|
300 m (mod aotomatek), 600 m (mod damaotomatek)
|
Lusk-tennañ
|
Etre 500 ha 600 tenn/mn
|
Tizh mont e-maez ar boledoù
|
685 m/s
|
Endalc'h
|
Karger-fiñv 30 kartouchenn
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
A
|
Ar Sturmgewehr 44 pe StG 44, da lavaret eo "Fuzuilh-arsailh 44", a zo ur fuzuilh-arsailh bet sevenet ha produet gant an Trede Reich e-kerzh an Eil brezel-bed, adalek ar bloavezh 1944. Gwelet e vez evel ar fuzuilh-arsailh vodern kentañ[1]. Kambret eo e 7,92 × 33 mm Kurz. Anvet e vez a-wechoù gant e anv kentañ, MP 43 (diwar Maschinenpistole, pistolenn-vindrailher, hag ar bloavezh 1943), pe MP 44, abalamour ma oa bet lakaet e servij er bloavezh 1944[2].
Istor
Goude aloubadeg an URSS e 1941 en em gavas ar Wehrmacht paket e emgannoù-kêr evel hini Stalingrad. Kompren a reas an Alamaned e oa ret dezho sevel armoù-skoaz efedusoc'h evit o c'harabinennoù Mauser 98k en endro-mañ. Ijinet e voe neuze ar munision 7,92 × 33 mm Kurz, a oa skañvoc'h evit reoù 7,92 × 57 mm ar Mauser met galloudusoc'h evit an 9 mm Parabellum implijet er pistolennoù-mindrailher MP 40.
Ijinet e voe an StG 44 gant Hugo Schmeisser en embregerezh C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik e 1943, dindan an anv MP 43 da gentañ[2]. Er bloaz war-lerc'h e voe roet lañs d'ar produiñ goude asant ar galloud nazi ha roet ar skouerennoù kentañ d'ar soudarded en hañv 1944[1]. Servijout a reas un tamm an StG 44 e emgannoù Normandi hag Italia, ha kalz muioc'h e emgann an Ardenne e miz Kerzu 1944 ha miz Genver 1945, e-lec'h ma tiskouezas perzhioù mat met ivez perzhioù fall : pouez uhel (5,2 kg karget), lamm vresk, kanol o tommañ buan hag arm-skoaz diaes da implijout en e c'hourvez abalamour d'e garger hir.
Tro 450.000 pe 500.000 skouerenn eus an StG 44 a voe produet betek deroù 1945[2]. War-dro 200.000 anezho ne voent biken implijet gant an Trede Reich.
Goude ar brezel
Komiserdi poblel armañ an URSS, nec'het o welet an Trede Reich o kaout kement a lañs war dachenn an armoù modern gant an StG44, a roas lañs d'ar 15 a viz Gouere 1943 d'ur genstrivadeg a-benn sevel ur arm soviedel a c'hellfe talañ ouzh an StG 44. Diwar-se e voe krouet an AK-47 krouet gant an ijinour Mic'hail Kalachnikov.
Skouerennoù eus an StG 44 a voe implijet gant an Arme ruz ur wech dinazifiet, da lavaret eo tennet an holl arouezioù nazi diwarne.
Tro-dro d'ar Sturmgewehr 44
An StG 44 a c'haller implijout e meur a c'hoari video, evel Battlefield 1942, Brothers in Arms, Brothers in Arms: Road to Hill 30, er rummad Call of Duty hag e c'hoarioù an heuliad Wolfenstein.
Liammoù diavaez
Daveennoù
- ↑ 1,0 ha1,1 '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 214-215
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) POPENKER Maxim, Stg.44 Sturmgewehr / MP-43 / MP-44 Schmeisser, Modern Firearms (lennet d'ar 17/10/2024)