Star Wars: Masters of Teräs Käsi zo ur c'hoari emgannañ sevenet hag embannet gant LucasArts, war ar PlayStation e 1997. Istor ar c'hoari, a dremen e bed Star Wars, a wel an Impalaer Palpatine o klask un digoll goude ma vefe bet distrujet Steredenn ar Marv. Kefridiañ a ra Arden Lyn evit stourm dre arz emgannañ an Teräs Käsi, a-enep pennoù ar rebelled. Er c'hoari e adkaver tudennoù pennañ bed Star Wars, evel dorn an impalaer an JediMara Jade.