Stankted al lojeiz

Stankted al lojeiz a reer eus ar c'hementad a lojeiz a zo war un dachenn. Se zo ur meizad hag a vez implijet e kêraozouriezh dreist-holl. Komzet e vez eus stankted a lojeiz dre zevezh-arat. Implijet e vez ar doare-se da gomz evit gellout kaout ur mennozh eus puilhentez implij an tiriad gant an den. Un niver uhel a lojeiz dre devezh-arat a dalvez ez eo puilh an doare da implijout an tiriad. Da skouer ez eo uheloc'h stankted al lojeiz e kêr eget war ar maezioù.

En Izelvroioù da skouer, dre ma 'z eus un diouer a blas er vro ez eo uhel ar stankted a lojeiz dre zevezh-arat. E karter Borneo-Sporenburg en Amsterdam e vez tizet 100 lojeiz dre devezh-arat. Souezhusat tra pa ouezer ez eo tiez hiniennel.

Liammoù diabarzh

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!