Sant Herbod zo ur sant breizhat hanter-vojennel ha n'eo ket anavezet gant an Iliz katolik roman.
Unan eus sent karetañ Breizhiz eo, pa veze azeulet evel gwarezour ar c'hezeg ha, dreist-holl, al loened-korn.
Anv
Diwar an henc'hermanegHaribald, eus hari « arme » ha bald « kalonek ».
Buhez
Evel kalz sent kozh ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn sant Herbod. Danevell e vuhez a gaver er skrid latinActa sanctorum de S. Herbaudo seu Heribaldo solitario in Britannia Armorica[1]
Mab da dudjentil binvidik a Vreizh-Veur e oa. Dont a reas abred da Arvorig. Dibab a reas ober e annez e kreiz ar c'hoadoù evit gellet ober gwelloc'h anaoudegezh gant Doue, o vevañ pell diouzh an dud. Al loened a zouje dezhañ hag ar baganed kelennet gantañ a zegemere ar vadeziant.
Kure parrez Berrien e voe e-pad pell kent mont da gure en Uhelgoad[1]. Goude-se ez eas war ar vicher gwerzhañ loened e Lokeored, ma savas ti er Ruskeg, nepell diouzh lenn ar stêr Elez.
Da unan eus sent galloudusañ Breizh e voe lakaet sant Herbod. Pedet e veze evit pareañ al loened-korn, evit ma teufe laezh d'ar buoc'hed hag evit ma sonnfe an amann ; Gouel an Amann a vez dalc'het bep pevare sulvezh miz Gwengolo e Sant-Herbod hiziv c'hoazh.