Ar Reter-Kreiz (en arabeg الشرق الأوسط, en hebraeg המזרח התיכון, e saoznegMiddle East) zo ur ger a orin saoznek a ya d'envel evit Europeiz, Amerikaned hag Afrikaned, un tolead bevennet gant glann reter ar Mor Kreizdouar hag an harzoù etre Iran diouzh un tu, Pakistan hag Afghanistan diouzh an tu all.
An droienn-mañ a oa bet degaset e 2004 gant Stadoù Unanet Amerika da geñver emvod uhel ar G8 evit ober anv eus broioù eus ar bed muzulman stag e doare pe zoare ouzh ar Reter-Kreiz, evel Afghanistan ha Pakistan. Lakaet e vez e-barzh ar C'haokaz ivez a-wechoù.