Pa voe marvet e vamm e 1786 gant an dorzhellegezh, e yeas lerc’h-ouzh-lerc’h da chom da di un eontr a oa person en Eliant, ha da di un eontr all, Guillaume François Laenneg a oa medisin, kelenner ha rener er skol vedisinerezh ha rektor Skol-veur Naoned.
E 1816 e voe anvet en ospital Necker. Dedennet e oa gant ar c’hleñvedoù skevent hag arnodiñ a rae war yec’hed e glañvourien en ur implijout teknik an tosañ skignet gant Corvisart. Talvezout a rae an teknik-se da selaou an trouz graet gant un organ pa veze skoet tro-war-dro dezhañ a-daoligoù gant ar bizied. Evit ober an dra-se gant aez ez ijinas ar stetoskop. Da gentañ e oa ur gorzenn baper, a oa bet gwellaet gantañ. Sevel a reas un doare nevez a dalveze da zielfennañ trouzioù diabarzh ar c’horf a zeue eus gloazioù korfadurezhel, ar pezh a voe talvoudus dreist-holl evit diagnostikañ ar c'hleñvedoù analañ evel an dorzhellegezh. E 1819 ez embannas e levr meur Selaou dre hanterouriezh, ma renkas trouzioù ar brusk. E 1822 e voe titlet e kador vedisinerezh pleustrek e Collège de France.
E-pad un endervezh eus miz Here e tremenas dirak Palez al Louvre. Edo bugale o c’hoari war ar porzh, e-touez atredoù. Ur bugel a oa o skrabat penn un treust hir gant beg ur spilhenn. En tu all d’an treust e oa bugale o selaou an trouzioù, boutañ a raent an eil war egile evit selaou ha c’hoarzhin a raent eus an dra-se. Chom a reas a-sav dirak ar vugale a oa o reiñ dezhañ ar respont d’ar gudenn a glaske diskoulmañ abaoe pell.
Un deiz e voe galvet war-dro ur plac’h hag a oa klañv gant he c’halon ha goulenn a reas ur follenn paper. Hag eñ da rollañ anezhi evit ober ur seurt korzenn. Hag eñ da lakaat un tu war bruched ar glañvourez hag an tu all tost d’e skouarn. Klevout a rae mat war un dro trouz ar galon ha hini an alanañ. Ijinet en doa ar selaouennerezh.
Dindan 22 viz en doa Laenneg dizoloet kement tra a denne d’ar semiologiezh-skevent hag evel-se en doa graet ar medisinerezh ur pezh mell lamm war-raok.