Inbhir Àrais eo ar geriadenn vrasañ ha 192 den zo o vevañ en enezenn. Brudet eo Ratharsair dre ma'z eo enni e oa bet ganet ar barzh gouezelek Somhairle MacGill-Eain (Sorley MacLean)[2]. Perc'hennet eo bet an enezenn gant meur a glan a-hed an istor.
Talvezout a ra anv an enezenn, a zeu eus an norseg, kement hag "Enez ar Yourc'h". Enni e kaver un isspesad muenned arrous zo dibar d'an enezenn[3].
Notennoù
↑Mac an Tàilleir, Iain, (2003) "Placenames P-Z" (pdf). Pàrlamaid na h-Alba.