Таджикская Советская Социалистическая Республика Республикаи Советии Социалистии Тоҷикистон
|
|
|Ger-stur Пролетарҳои ҳамаи мамлакатҳо, як шавед! "Proleterion ar bed, em unanit !")
|
██ Lec'hiadur en URSS
|
Yezh ofisiel |
Hini ebet.
|
Yezhoù |
Tadjikeg Ruseg
|
Kêr-benn |
Duchanbe
|
Gorread • En holl • % dour |
143 100 km² 0,3
|
Poblañs • Hollad • Stankter |
5 112 000 (1989) 35,7/km²
|
Moneiz |
Roubl (сўм)
|
Lec'hiet e Kreiz Azia e oa Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan (tadjikeg: Республикаи Советии Социалистии Тоҷикистон) unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel.
Duchanbe e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ, an hini vihanañ e Kreiz Azia.
Krouet e oa bet d'ar 14 a viz Here 1924 da anv dezhi Republik Sokialour Soviedel Emren Tadjikistan, evel ur rann eus RSS Ouzbekistan. D'ar 5 a viz Kerzu 1936 e teuas da vezañ uan eus Republikoù diazez URSS gant an anv Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan.
D'an 9 a viz Gwengolo 1991 e tisklêrias he dishualded hag en em zispartias diouzh URSS ha dont a raes da vezañ Republik Tadjikistan.
Gwelet ivez