Ur skrivagner stadunanat a bouez eo e bed ar skiant-faltazi, abalamour da niver e levrioù met dreist-holl d’an danvez meret gantañ en e skridoù ha d’e bersonelezh hep he far.
Buhez
Daou vugel eo a voe ganet gant an itron Dick d'ar 16 a viz Kerzu 1928 e Chicago, Philip Kindred ha Jane Charlotte, hag o-daou n'houlent ket denañ laezh o mamm, ken e varvas ar verc'hig d’ar 26 a viz Genver 1929, pa ne oant ken ’met 6 sizhun.
A-hed e vuhez eo bet sammet spered Philip gant ar c’hañv a zouge d’e c’hoar c’hevel.
Betek fin e vuhez e santas Philip an diouer d’e hanter gofad, hag ac’haleno e teufe an doare daouduek a gaver en e holl oberoù meur, evel en e romant "Dr Bloodmoney", ma weler ur breurig « diabarzh » marvet en ur vezañ, liammet dre ar spered gant e c’hevel e barr e nerzh.
Hag eñ yaouankik e c’hoaveze dezhañ semplañ aliezik ha diwezhatoc’h e voe kavet e oa tapet gant ar skizofrenia, met diwezhatoc’h e voe prouet ne oa ket gwir. Hogen spontet e oa ar paotr gant ar pezh a soñje dezhañ a oa o tougen en e spered. Neuze eo e krogas da lenn skiant-faltazi er gelaouenn Stirring Science Stories a oa dezhañ an doare nemetañ da ziankeniañ e soñjoù.
Da bevar bloaz e welas dimeziñ e dud o terriñ ha chom a reas e-unan gant e vamm e Berkeley.
Goude d’ar bredelfenner priedoù diskleriañ ne vije ket skoet ar bugel gant an disparti-se ne baouezas ket Dick da glemm en abeg da se a-hed e vuhez. Chom a reas an tad hep daremprediñ mamm ha bugel war-lerc’h an dizimeziñ.
Aet war studi ar brederouriezh da Skol-Veur Kalifornia n’eas ket betek penn abalamour d’ar reuz savet gant ar senedour MacCarthy ha da heskinadur ar gomunourien ( a oa Dick tomm outo) e voe taolet er-maez. Neuze e krogas da labourat war-dro ar sonerezh, sot ma oa gantañ. Labourat a rae war hanter evel programmer en ur chadenn-skingomz ha gwerzher pladennoù er stal Universal Music e Berkeley. Kavet e vo abadennoù eus an amzer-se en e romant "Radio Free Albemuth", un oberenn beuzparanoiek deuet e-maez ar wask war-lerc’h e varv, a weler enni buhez yaouankizoù Berkeley er bloavezhioù a-raok lanv an « hippied » a ziruilhas war bed ar bloavezhioù 60.
Krog e oa da skrivañ tammoù, barzhoniezh koulz ha skiant-faltazi, pa oa c’hoazh er skol-veur, hag embannet e voe darn er Berkeley Gazette, ar skrid kentañ o vezañ The Devil, merket warnañ deiz an 23 a viz Genver 1942.
E miz Mae 1948 e timezas gant Jeanette Marlin. Torret e voe an dimeziñ 6 miz goude, anat dezho ne oant ket troet gant ar memes traoù. E miz Mezheven 1950 e timezas gant Kleo Apostolides, eus ur familh Gresianed, kleizourez divrud marteze met anavet gant an FBI, ha tamallet dezhi bout komunourez. Gwelout a reas Dick daou boliser « federal » o tont d’e gaout hag o c’houlenn digantañ evezhiañ e wreg evito. Nac’h a reas ar skrivagner, hogen mignon e teuas da vout gant unan anezho, George Scruggs, a oa evel dindan gazel-gae pa gleve Dick o komz eus e vicher gevrinus.
Kavout a reer meneg eus ar wreg he mennozhioù a-gleiz-kenañ hag eus ar boliserien er "Radio Free Albemuth".
Skrivagner
Bountet e oa bet gant e wreg da stagañ gant ar vicher skrivañ, hag kregiñ a reas da vat ganti e 1952. Un tamm mat a fae a veze graet warnañ e bedig skiant-faltazi an amzer dre ma veze kavet gwall dreut e ouiziegezh skiantel ha gwall amparfal e zoare da skrivañ.
Sevel a reas neuze kalzig a zanevelloù, evel Beyond Lies the Wub, Mr Spaceship, The Gun, The Variable Man, The Builder, Second Variety, e-touez ar re vrudetañ, hag ober e soñj da gregiñ gant romantoù, a veze paeet gwelloc’h.
Pliv ar politikerezh a oa da-vat war e romant kentañ, Solar Lottary », embannet e 1955.
En e vuhez pried ez ae an traoù da fall. Dre ma skrive Dick diouzh an noz dreist-holl ne oa ket evit padout ken o welout e wreg gant ur vuhez untamm mat birvidikoc’h egetañ, hag e amezeien o sellout outañ o landreantiñ dindan an disheolienn. Krog e oa da gavout diaesoc’h-diaesañ sell an diavaez.
Evit gallout derc’hel da labourat buan e oa douget da lonkañ louzoù a bep seurt, ha dreist-holl amfetaminoù, hag a roe dezhañ barradoù enkrez spontus.
A zeiz da zeiz ec’h ae e baranoia war washaat : ma ne deu ket a-benn, a soñj dezhañ, ec’h eo dre ma vez tud o stegnañ iriennoù en-dro, hag enep dezhañ. War a seblant ne oa ket evit kompren ne oa ket diouzh ar c’hiz ken ar skiant-faltazi, da vihanañ en doare ma veze dispaket er c’helaouennoù pulps. Kement-se evel-just ne oa ket evit gwellaat spered klañvidik ar skrivagner, nag evit leuniañ e yalc’h peuzc’houllo.
E 1958 e tizimezas adarre, hag e reas anaoudegezh gant Anne Williams Rubinstein, a oa nevez varvet he gwaz diganti. Ober a rae al lez dezhi, en em glevout mat a raent. Mat an traoù ivez etrez an den tev ha barvek-se ha teir merc’h Anne, ma timezas ar skrivagner gant o mamm d’ar 1añ a viz Ebrel 1959, ha ma voe ganet ur verc’h dezho, Laura Archer, d’ar 25 a viz C’hwevrer 1960
Lakaet e voe Philip gant e wreg da skrivañ a-benn bezañ un oberour brudet, ha stagañ a reas gant The Man in the High Castle - le Maître du Haut Château. Koulskoude ez eas trenk ar soubenn en ti adarre. Anne a wele ennañ ur skrivagner disheñvel diouzh an hini a oa dimezet ganti, ha diouzh an hini a felle dezhañ bezañ, ha Philip ne glaske ket dilezel ar skiant-faltazi, goude ma hunvree gounit brud evel skrivagner ordinal. Pa voe digoret ganti ur stal-bravigoù en em gavas Dick evel un den didalvoud, hag e krogas da soñjal edo e wreg o klask ober e stal dezhañ.
Diwezhatoc’h e konto diwar he fenn : « Ur vuntrerez psikotek a oa anezhi, aon a rae din, ha dre ziv wech he deus klasket ma lazhañ ».
Pa voe kuitaet an ti gant Anne hag o merc’h ez eas gwashoc’h yec’hed e spered. E 1964 e voe torret o dimeziñ.
E 1964, e timezas gant Nancy Hackett, 21 bloaz dezhi. Tad e voe adarre da Isolde Freya (a veze graet Isa anezhi hepmuiken). Buan ez eas fall an traoù avat. Tamall a rae Dick d’e wreg e felle dezhi «ober evel ar re all», ha klask ober dezhañ monet e « kevredigezh vat Kalifornia» en desped dezhañ.
Buhez ar bed (evel a lared en hon manatioù) n’eo ket troet ganti. N’eus nemet e oberenn a gont ken, ha ne da ket nemeur eus ar gêr.
Pa glevas keloù eus lazhoù John F. Kennedy ha Martin Luther King e voe daoubennet, ma paouezas da votiñ kenkent.
Hennezh a voe ar gwashañ mare eus e vuhez. E-unan e oa, dilezet gant e wreg. Neuze e krogas da reiñ bod da gement lonker louzoù, « hippy » pe « junky » o tremen hebiou d’e di. Bemdez ez ae drammoù gantañ, ken e veze a-hed ar sizhun oc’h alteriñ. Prenet en doa skiant a-walc’h da skrivañ A Scanner Darkly - Substance mort e 1975, a voe embannet e 1977.
Dre veur a wech e klaskas bod en ur bredglañvdi, met kazeg a reas bep tro, goude ma voe ensellet bep tro da vat.
Paranoiek pe skizofrenek e oa Dick marteze, met ne oa ket azonoù ul lonker-louzoù touet : yac’h a gorf e oa an den da vihanañ.
D’ar 17 a viz Du 1971 e c’hoarvezas un darvoud a-bouez en e vuhez. O tegouezhout er gêr e kavas« prenestroù freuzet, dorioù divarc’het, potailhoù torret » e welas « e oa bet laeret un toullad traoù, e oa bet lakaet da darzhañ an armel-glenkell didanet gant danvez-tarzh a-seurt gant plastik », hag er glenkell-se eo e vire e holl « deñzorioù » : skridoù, niverennoù eus pulps kozh, ha meur a dra all. … Ha kerkent e anken baranoiek o tont en-dro war-c’horre : ma tamallas FBI ha KGB a bep eil da glask lazhañ anezhañ.
Hag eñ kuit da Ganada, da Vancouver, dizoloet da-geñver ur brezegenn distaget gantañ diwar-benn ar skiant-faltazi d’an 12 a viz C’hwevrer 1972, ma reas e soñj chom da vevañ eno.
Klask a reas gwriziennañ e Vancouver, ha klask fred war un dro. Meur a wech ez eas war-dro merc’hed yaouankoc’h egetañ, met ur gabestr en devoe bep tro, rak spontet kentoc’h eget hoalet e vezent gant an amparfal a zen-se o klask un tamm karantez.
Klask a reas neuze en em lazhañ o lonkañ forzh louzoù. C’hwitet adarre, met kaset e voe da X-Kalay, e-lec’h ma veze gwalc’het o diabarzh d’an dud troet gant an heroin, goude ma ne denne ket d’ar seurt tud ha ne oa ket unan anezho. Eno e tizoloas e pebezh ifern e veve ar re a yae war an hent-se, ha pegen distrujet e c’halle bezañ o spered.
Goude tremenet gantañ teir sizhun en X-Kalay ez eas da chom da Fullerton, ma kavas bod gant div studierez sot-pitilh gant e oberennoù. Drezo e reas anaoudegezh gant ur skivagner yaouank, Tim Powers.
(ar peurrest da zont a-benn arc'hoazh)
Ar Sinema
E Romant Do Androids Dream of Electric Sheep? en deus levezonet kalzig Blade Runner.
An danevell Souvenirs à vendre a zo bet diazez Total Recall gant Paul Verhoeven.
E romant Confessions d'un barjo a zo deuet ivez da vezañ ur film gant Jérôme Boivin e 1992.
Gant an danevell Second Variety eo bet levezonet ar film Screamers gant Christian Duguay e 1995.
E zanevelloù Minority Report hag Impostor a zo bet filmet e 2002, gant Steven Spielberg ha gant Gary Fleder.
Ar film Paycheck gant John Woo e 2003 a zo ivez diazezet diwar un danevell bet skrivet gant Dick.
Dont a raio er maez ivez ur film d'an 21 a viz Even 2006 diwar e levr Substance mort, ha kaset vo a-benn gant Richard Linklater.
Daou vuhezskrid a zo bet savet a-zivout Phil K. Dick :
Emmanuel Carrère en deus skrivet Je suis vivant et vous êtes morts, ha skrivet eo bet Invasions divines gant Lawrence Sutin.
Da lenn
Skrid ebet diwar e zorn, deomp da c’houzout, n’eus bet troet e brezhoneg betek-hen.
Romantoù
Solar Lottery, 1955
The World Jones made, 1956
The Cosmic Puppets, 1956
The Man who Japed, 1956
Eye in the Sky, 1957
Time Out of Joint, 1959
Dr Futurity, 1960
Vulcan's Hammer, 1960
The Man in the High Castle, 1962
The Game Players of Titan, 1963
Clans of the Alphane Moon, 1964
Martian Time-Slip, 1964
The Simulacra, 1964
The Penultimate Truth, 1964
The Three Stigmata of Palmer Eldritch, 1965
Doctor Bloodmoney, or How we got Along after the Bomb, 1965
The Zap Gun, 1965
The Crack in Space, 1966
Now wait for Last Year, 1966
Counter-clock World, 1967
The Ganymede Takeover, 1967
Do Androids Dream of Electric Sheep?, 1968, (graet Blade Runner deus outañ ur wezh m'eo deuet er maez ar film)
Galactic Pot-Healer, 1969
Ubik, 1969
A Maze of Death, 1970
Our Friends from Frolix 8, 1970
We can Build you, 1972
Flow my Tears, the Policeman Said, 1974
Confessions of a Crap Artist
Deus Irae, 1976 (skrivet asambles gant Roger Zelazny)
A Scanner Darkly, 1977
Valis, 1980
The Divine Invasion, 1981
The Transmigration of Timothy Archer, 1982
The Unteleported Man, 1983
The Man Whose Teeth Were All Exactly Alike, 1984
In Milton Lumky Territory, 1985
Humpty Dumpty in Oakland, 1985
Puttering about in a Small Land, 1985
Nick and the Glimmung, 1985
Radio Free Albemuth, 1985
Mary and the Giant, 1987
The Broken Bubble, 1988
Danevelloù
Re hir e vije reiñ ar roll anezho, strewet ma’z int e levrioù a bep seurt.
Aliañ a raimp al lenner da sellout ouzh rolloù an embannerien voaz. Gallout a reer kregiñ gant ul levr eus ar c’hantved tremen « Le livre d’or de Philip K. Dick » deuet a-zindan gwask Presse Pocket.
Priz Philip K. Dick (e saozneg Philip K. Dick Award)
Priz lennegel er Stadoù Unanet roet da levrioù skiant-faltazi pe moliac’h embannet da gentañ gant goloioù paper-kalet (paperbacks), pe e stumm levrioù-godell mar kerer, evel ma veze embannet levrioù Philip K. Dick.
Krouet e oa bet ar priz e 1983 gant ar skrivagner Thomas M. Disch.
D’ul levr dibabet gant ur c’huzul nevesaet bep bloaz, ennañ tud war ar vicher an hini e vez roet ar priz.