Pancho Villa
José Doroteo Arango Arámbula a oa gwir anv Francisco Villa , brudetoc'h evel Pancho Villa , a oa unan eus pennoù Dispac'h Mec'hiko e deroù an XXvet kantved. Gantañ e voe kaset renad ar prezidant Victoriano Huerta d'an traoñ. Ganet e oa e stad Durango , met n'ouzer ket pe e oa eus Rio Grande pe eus San Juan del Río , d'ar 5 a viz Mezheven 1878 , ha drouklazhet e voe en Hidalgo del Parral (Chihuahua ) d'an 20 a viz Gouhere 1923 . Lesanvet e oa bet ivez "El Centauro del Norte" ("Den-marc'h an Hanternoz").
Dimezioù
N'ouzer ket pet gwech ervat e timezas Villa : 75 hervez istorourien Mec'hiko. Darn eus ar maouezed a lavaras bout gwreg dezhañ goude e varv, ha setu anvioù ar re anavezetañ:
Luz Corral
Juana Torres
Pilar Escalona
Asunción B.
Austreberta Rentería
María Amalia Baca
Soledad Seáñez Holguín
María Anaya
Levrlennadur
Commons