Octavius zo un anv latin, deuet da vout anv-badez saoznek.
Anv latin
- a-wechoù praenomen, pe anv-kentañ
- a-wechoù nomen, pe anv-tiegezh, hini ar Gens Octavia, un tiegezh roman illur .
Orin
Octavus a zo eizhvet, e latin. Diwar ar ger-se e teu an anvioù Octavius hag Octavia, e-lec'h Octavus hag Octava. Dont a ra un i en anv, evel a zo c'hoarvezet ivez gant Marcia ha Titia, deuet eus Marcus ha Titus.
Degouezhout a ra gant an anvioù all Primus, Secundus, Quintus, Sextus, Septimus, Nonus, Decimus, hag a gaver o c'hevatal evit ar merc'hed 'Prima, Secunda, Tertia, Quarta, Quinta, Sexta, Septima, Nona, Decima.
Roet e veze moarvat d'an eizhvet bugel, pe eizhvet mab, pe eizhvet merc'h. Tud o deus bet laret e c'halle bezañ un dave da eizhvet miz ar bloaz, met neuze ne vije ket ken ral an anvioù Septimus, Octavius, Nonus.
Adstummoù
Tud
Romaned
Octavius o anv-kentañ
Gens Octavia
Tud all anvet Octavius
Traoù